Lod a lar’ eo an emsav aveit ar brezhoneg un emsav a gargadourion bremañ. N’eus ket mui na SAB nag Aï’ta na netra. Ne vez ket mui gwelet brezhonegourion feal hag entanet é werzhiñ « Pobl Vreizh » kazetenn holl vrezhonek an UDB gwezharall, àr ar marc’hadoù èl oe kont pa oen me yaouank kostez An Oriant. Ne weler ket mui tud é terc’hel standoù ‘b’ar bourkoù peotramant é klask « avieliñ an dud » àr ar maez. Oh nann ‘vat ! Bremañ e vez gouniet argant get ar berton. Bout zo buroioù ‘b’ar c’hêrioù bras, surtout ‘ba Bro-C’hallo oc’hpenn-se, aveit ar re a zo karget da « gas da benn ar bolitikerezh yezhel » èl vez lâret ‘ba-touesk « ar bleuñv ag an dud ».
Disul diwezhañ e oen me ‘ba Sulnieg, biz Gwened. Kêr diwezhañ ma c’heller klevet berton gwened get ar re gozh, ar « vevenn » etre Bro-C’hallo ha Bro-Berton ma faotañ deoc’h. Fest an avaloù e oe. Ur fest aveit ar bobl. Ha gwelet ‘m eus ur plac’h yaouank é reiñ kentelioù berton. He-unan e oe get un daolenn. Kaset e oe bet get Emglev Bro-Gwened, doc’h ar pezh ‘m eus komprenet. Un dornad a dud oe diragi doc’h he selaou. Ha plijadur gete. Fier-ruz e oen.
Aveit ur wezh e oe emsavourion aveit ar brezhoneg é klask kendrec’hiñ tud nevez. Aveit ur wezh oe an Emsav er-maez ag e skolioù hag e vuroioù. Pell ag e skrammoù. Ar’r leur ! ‘Ba-touesk tudigoù ar vro. ‘ba kreiz ar bobl.
Gober vat a ra !
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT. Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..
Une réponse à “Sulnieg (Bro Gwened) : un atalier aveit deskiñ berton Gwened ‘ba Fest an avaloù”
breizh n’eo ket maro c’hoaz….