An Oriant : ur plac’h ag ar CGT skarzhet pandegwir ema get an RN

Publicité

Daniela Tiris oe ‘b’ar CGT ‘ba An Oriant. Glañdiourez eo ‘b’an ospital mes lakaet he deus he anv àr listenn an RN aveit an dilennadegoù-kêr-mañ za. Listenn Théo Thomas an hini eo. Flateourion ag an tu-kleiz o deus gwelet he anv ha lâret kerkent d’ar CGT. Hi zo bet skarzhet doc’htu kar ne andur ket ar sindikad e c’hellahe tud zo bout a-enep an enbroerezh. Ha c’hoazh, hag eo bet skarzhet ar vaouez pe oeit eo kuit he-unan ? N’eo ket akord an daou du àr ar poent-se. Reve ar CGT eo bet skarzhet d’an 30 a viz genver.

Get ar sindikad ag an tu-kleiz pellañ eh eus bet embannet un destenn lan a voralin èl kustum. Hag ar CGT da gomz ag an « Nazism » peotramant an « doug broadel » (ar « preferañs vroadel ») ennañ. Mare zo bet ma oe an tu-kleiz aveit an doug broadel, ur sort. Mes zo oe a-raok Mitterrand, a-raok ar wokism, pell zo bremañ. Ar pezh n’he deus ket komprenet ar CGT eo eh eus ur bouchad tud ag an RN ‘b’ar sindikad (peotramant tud a vot aveit an RN). Muioc’h aveit ar pezh a soñj !

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

6 réponses à “An Oriant : ur plac’h ag ar CGT skarzhet pandegwir ema get an RN”

  1. Poulbot dit :

    LA CGT n’est plus un syndicat de défense des travailleurs , mais un parti politique d’extrême gauche qui de pseudo lutte en pseudo lutte contre les « patrons » détruit inexorablement le tissu économique de ce pays , qui au lieu de défendre le travailleur d’origine française , défend le travailleur clandestin , pauvre hère qui ce fait manipuler par une idéologie qui veux imposer a ce pays un régime politique a la Polpot, Staline , Kim……

  2. Herri ab Yann dit :

    « une intelligence artificielle » a oar brehoneg Bro Djuened ?

  3. ALREN dit :

    @ Herry Ab Yann. An AI Google a implijan a dro an destenn-mañ en un doare reizh e galleg. Koulskoude, pa vezan o treiñ eus ar galleg d’ar brezhoneg, n’em eus ket an dibab da c’houlenn al liv e gwenedeg.

  4. Herri ab Yann dit :

    « Le syndicat d’extrême gauche a, comme à son habitude, publié un texte empreint de vénalité. »
    Setu troidigez « reiz » Google Traduction evit « Get ar sindikad ag an tu-kleiz pellañ eh eus bet embannet un destenn lan a voralin èl kustum ».

  5. BRUN dit :

    Inadmissible de voire de telle manifestation, ces étrangers devraient manumilitary, être renvoyés dans leur pays
    La France n’est pas aux étrangers

  6. RAYMOND NEVEU dit :

    C’hoarzh leun va genou! N’e’ tchet djuir va Doue bennitchet! Arabat c’hoarzhiñ Herri!

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Gwened : sinet ar garta « Ya d’ar Brezhoneg » get ur gevredigezh studierion

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.