O chom e karter Sant-Pêr e Brest emañ an den kozh. En e 83 bloaz eo. D’ar 16 a viz here en deus bet ur bellgomzadenn trelatus. En tu-all d’an telefon : un den hag a bretande dezhañ labourat evit « servij ar floderezh ». Hervezañ e oa bet klasket mont war e gont gant tud mennet fall. Dav e oa d’ar paotr kozh reiñ e godoù dre bellgomz hag ur c’homper a zeufe da gemer e gartenn c’hlas war un dro. « Diouzhtu ! » « Diouzhtu ! »
Evel just e skoas an den kozh e-barzh al las. Gant e gartenn ez eas an daou lampon e-barzh stalioù eus Brest da brenañ paperennoù PaysafeCard evit urzhiadiñ traoù war internet. Dre ma n’int ket fin-tre int bet tapet gant ar c’hameraioù eveshiañ. Ha serret gant ar boliserien.
Hervez ar bolis, n’eo ket ar wech kentañ e vez graet seurt laeroñsiñ gant an daou gomper hag ul lodenn eus ar arc’hant a zo erruet en Afrika.
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine