Pourmen e Breizh : Berder (56), enez ar pikol gwez

Rezon o deus bet tud Gwened hag Arvor Baden da stourm aveit ma ne drohe ket Berder da baradoz aveit ar binarded a Baris pe me ouia ! Kar un enezenn vrav-kenañ eo Berder. Aveit monet di ho alian da barkiñ an oto ‘b’ar bourk ha, da c’houde, da vonet get « hent ar mor » hag a ya betak ar chaoser. 80m a hirder eo hi mes pa vez lanv n’haller ket tremen, un enezenn eo daet Berder da vout. Dav eo gortoz an dichal aveit monet di. B’an tu-mañ ag ar chaoser eh eus ur pannel get an euriadoù, peotramoù àr internet.

Ur wezh arruet ‘ba Berder, dav eo mont get an hent a ya war-raok. Prevez eo kreiz an enezenn kar ur gêriadenn vakañsoù eo. Faotañ a rae d’an embregerezh Giboire a Roazhon a sevel ul leti luks aveit ar binarded a Baris. Ur pec’hed ! Gras da Zoue ne vo ket ag ar sotoni-mañ ha chom a ray Berder st’èl m’emañ.

Nepell ag ar chaoser eh eus ur bered bagoù. N’eo ket hini An Oriant, sur mes brav eo memestra. Ha fromus eo da welet restadoù bagoù astennet àr un draezhenn vihan èl-sen.

Aveit ar re dik get koed mor, amañ eh eus brankennoù !

Un tamm pelloc’h emañ chapel Santez-Ana. Ur gaer a chapelig mod gotek eo. Brav ! Mes allas, n’haller ket mont a-barzh. Div daol-vaen a zo ivez nepell ac’hann, unan a zo anvet « Er Roch » èl rezon !

Mes ar pezh a sach evezh ar vizitour àr Berder eo ar gwez. Gwez-sapin, gwez-derv. Unan, ur pikol hini, a zo 250 vlez ! Simbol an enezenn eo ha n’haller ket tremen e-biou dezhi hep dougen bri dezhi. ken meurdezus eo.

Mes n’eo ket an hini nemeti a sort-se. Hed-ha-hed d’an hent eh eus gwez all st’èl-se. Pezh mell gwez, o brankennoù é rodellat, ur bam !

Du-mañ ha du-hont en enezenn e weler tourioù, kroezioù, puñsoù pe feutanioù oeit da hesk ivez. Hag oufigoù bihan, get traezhennoù ken bihan arall, aveit rouziñ pa vez brav an amzer.

‘ba su an enezenn e c’heller gwelet red ar gazeg. An eil kreñvañ ag Europa eo ! Ha gwir eo emañ souezhus-eston é welet barradoù mor é vonet àr-raok èl-sen. Santet a reer nerzh ar mor, nerzh an Natur diragomp-ni paourkaezh tud bresk.

Setu. Un euriad a zo afer aveit gober tro an enezenn. Taolit evezh doc’h eurioù ar morad, etre ar lañv hag an tre, aveit tremen.

Na kaer eo Breizh aveit chomel a-zirak ar skrammoù, ‘gav ket deoc’h ?

Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

 

 

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Animaux

Le refuge indépendant de Vannes rejoint le réseau national de la SPA

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, LORIENT, Société

An Oriant : ur skol divyezhek etre ar c’hrog hag an diskrog

Découvrir l'article

Environnement, Local

Tempête Goretti : la Bretagne en alerte, un coup de vent potentiellement majeur en soirée

Découvrir l'article

Agriculture, Animaux, Local, Loudéac

Grippe aviaire : les Côtes d’Armor et le Morbihan une nouvelle fois touchés

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Patrimoine

Loto du patrimoine 2025 : quatre sites bretons dotés en Bretagne administrative

Découvrir l'article

PLOËRMEL

Morbihan. Un réseau de trafic de stupéfiants démantelé à Ploërmel : six interpellations, trois incarcérations

Découvrir l'article

Rugby, Sport, VANNES

Pro D2 – Le RC Vannes taille patron face à Agen et célèbre son 75e anniversaire en maître de La Rabine

Découvrir l'article

VANNES

Rixe à Vannes : cinq mois de sursis, l’agresseur principal en fuite en Tunisie

Découvrir l'article

Environnement

Éolien en mer Bretagne-Sud : une fronde municipale inédite face au projet de RTE

Découvrir l'article

Sociétal

Instruction en famille : un couple du Morbihan dénonce des contrôles « anxiogènes » et « stigmatisants » [Interview]

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.