Marv eo ar c’haner breizhad Erik Marchand ar mintin-mañ (31/10) e Romania (en e di eus Poullaen hervez lod). 70 vloaz e oa.

Bet ganet e Paris en ur familh hanter alzasian-perigourdan hag hanter lorenad-breizhad. Eus ar vro C’hallo (Bro Redon) e oa e familh vreizhad.

Kaner, soner e krogas da ganañ e gallaoueg hag e galleg e festoù-noz Bro-Paris. Buan e kanas hag e sonas e-barzh ar strollad Gwerz, asambles gant ar breudeur Molard. E-pad bloavezhioù e voe foto Gwerz o soniñ en ur fest-noz war pajenn diwezhañ ar gelaouenn Ar Men. Ur mit e teuas da vezañ tamm-ha-tamm. Dastum a reas kalz ivez o selaou ar re gozh, o foentiñ hentoù ar vro c’hallo hag ar c’hreiz Breizh gant e vagneto. Bevañ a reas e-barzh ti-feurm Manu Kerjean e-pad ur mare ha labourat a reas ennañ evit deskiñ teknikoù ha kanaouennoù « e vestr », evel ma lâre.

Goude-se e reas anaoudegezh gant an Dermajied eus Romania. O muzik, o zarafoù (strollad a vuzik hengounel). Gant hini Caransebes e reas ur bladenn, deuet da vezañ kult ivez. Sot e oa gant sonerezh, gizioù ha boued ar Romania. Ar re a oa pedet da goaniañ en e di a gonte e oa dibosubl debriñ ar meuzioù fardet gantañ ken spisaet e oa !

Ezel eus ar PCF e oa Erik Marchand ha tost eus an UDB. Savet en doa ar C’hreiz Breizh Akademi evit treuzkas ha stummañ sonerien ha kanerien nevez bep bloaz betek 2021. « E vugale » e oa ar re yaouank stummet e-barzh ar C’hBA a lavare eñ.

E ganaouenn anavezetañ e oa « Marv eo ma mestrez » gant Taraf Caransebes. Ur benn-oberenn.

Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Marv eo Erik Marchand”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    Anavezan un dén hag a zo loread deuet da vevañ e Bro Vendea. Evit lâret d’an oll ar wirionez ganet eo e Bro Vendea. Mes siwazh ar paotr Fulub a gomz brav mes ‘n-eux douar Vendea staget ouzh e votou-koad.’

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg

Ar sonour Soïg Siberil zo aet d’an anaon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Tribune libre

Glenmor, Stivell, Servat, Denez ha bremañ ? [L’Agora]

Découvrir l'article

Culture, International

Nuit celtique avec Julie Fowlis à la Philarmonie de Paris

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky