Hag eo ministr an deskadurezh-stad nevez a-enep ar yezhoù « rannvro » ?

Keloù fall, trouzioù fall diwar-benn Edouard Geffray, minister an deskadurezh-stad nevez. Sinoù fall a zo bet kaset a-fet politikerezh stad evit ar yezhoù « rannvro ». Setu an isplikadeg :

En ur destenn bet embannet war e bajenn Facebook, ar c’horsad François Alfonsi, bet kannour RPS/Ar Re C’hlas er parlamant european ha maer Osani e Korsika, a zispleg penaos eo bet savetaet Rémi-François Paolini, rektor Korsika n’eus ket pell zo. Ha, dreist-holl, perak e oa hemañ en arvar ? Peogwir e vefe bet reklemet e benn gant… Edouard Geffray, e kuzul ar vinistred.

Pa voe bet kelaouet eus an afer, diouzhtu-dak e savas Gilles Simeoni e vouezh war an ton : « ul linenn ruz eo, arabat treuziñ anezhi ». Ha Gilles Simeoni, prezidant ar gouarnamant rannvroel a gomz war-eeun gant penn ar stad gall. Ha ne fell ket d’ar stad e tarzhfe an traoù e Korsika evit un afer ken « dister » (evit Paris).

Hogen, ezel eus skipailh Blanquer e oa Edouard Geffray. Da lavaret eo ezel eus ar strolladig a jakobined o deus torret al lezenn Molac. Ha ne oa ket ur mous ennañ, ur penn bras ne lavaran ket rak e penn servij melestradurel ar c’habined Blanquer e oa d’ar mare-se. Hag ar c’habined-se eo en deus itriket evit ma vefe torret ar yezh, a-enep Jean Castex, ministr kentañ d’ar mare-se, memes, hervez Alfonsi.

Perak n’en deus ket pleget Sébastien Lecornu ha roet e c’hoant da Geffray ? Hervez François Alfonsi n’en deus ket c’hoant da Lecornu fachañ ar strollad LIOT er parlamant. Gant 21 eus ar gannaded az a d’ober anezhañ n’eo ket bet votet ar mennad disfiz diwezhañ (war 22 !). Paul Molac, da skouer, a zo chomet hep votiñ. Ha mankout a reas 17 mouezh evit ma vefe graet lamm chouk e benn gant ar gouarnamant Lecornu. Ar pezh a dalv ez eo ar strollad LIOT ur souten prizius evit ar ministr kentañ. Sur ha n’eo ket marteze !

Ha François Alfonsi da gendalc’h : « e-barzh an deiziataer parlamantel hag az a betek ar votadegoù kêr, n’emañ ket an doser korsad ennañ. Tra m’eo hini ar Polinezi ha, dreist-holl, hini ar C’haledonia-Nevez menneget e-barzh ».

Un emgav a vo a-benn nebeut etre Gilles Simeoni ha Sébastien Lecornu. Emichañs e vo gouvezet hiroc’h diwar-benn ar pezh a fell dezhañ ober evit kas war-raok an « aferioù korsad », en o zouez an aferioù yezh.

Da c’hortoz, ez eus peadra da vezañ gwall-nec’hed gant profil Edouard Geffray evit hor yezhoù. Brall-divrall eo ar skolioù e brezhoneg ha surawalc’h n’eo ket gwelloc’h evit ar gallaoueg, hogen n’eo ket gant seurt ministr jakobin e vo gwellaet an traoù ‘m eus aon.

Illustration : Source : Ministère de l’Éducation nationale_Hugo Renard
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Education, International, Société

Deskadurezh : E Korsika e fell d’ar vroadelourien e chomfe ar rektor !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Education, Insolite, Société, Vidéo

Quand le préfet du Cantal parle l’occitan lors d’une cérémonie

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Patrimoine

Un enklask etrebroadel war ar yezhoù henvroat kaset da benn gant an UNESCO

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Patrimoine

Korsika : ur skol nevez e korseg dre soubidigezh e Luciana

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Vidéo

Hetoù rektor Korsika e korseg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine

Amin Maalouf, sekretour an Akademiezh C’hall evit ar yezhoù rannvro

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Bro-Italia : Un timbr evit enoriñ ar minorelezhioù yezhel

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Korsika : ur skol bublik dre soubidigezh e Portivechju a-benn miz gwengolo !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

Korsika : « ar c’horseg kenofisiel hag ur steuňv diorren » eme Simeoni

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Bastia : 68% eus ar skolidi en ur skol-vamm divyezhek

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky