Un timbr ispisial a zo bet embannet gant ar Postoù Italian d’ar 26 a viz du : Gantañ e vez enoret ar minorelezhioù yezhel eus Bro-Italia ! Okitaneg er gwalarn met ivez frañko-provensaleg (arpitaneg), friouleg, alamaneg, sloveneg, ladineg, kroateg, galleg, katalaneg, sardeg, albaneg ha grekeg a vez komzet en Italia e kumuniezhoù bihan pe bihanoc’h, er su kement hag en norzh. 250 000 timbr ‘seurt-se a zo bet embannet. Warno e c’hell an dud gwelet ur gartenn eus Italia mui « LOCALITA’ ITALIANE BILINGUE” ha “LA REPUBBLICA TUTELA LE MINORANZE LINGUISTICHE” rak en Italia e vez gwarezet kalz muioc’h ar yezhoù « rannvroel » (12 a zo anavezet ez-ofisiel) eget e Frañs. Da skouer : er vonreizh emaint skrivet er mellad 6 ha skrivet eo sklaer e tlee ar stad o gwareziñ.
Illustration : Poste Italiane
[cc] Breizh-info.com, 2024 dépêches libres de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine