Korsika : ur skol nevez e korseg dre soubidigezh e Luciana

Publicité

Corse Ur skol e korseg dre soubidigezh a vo digoret a-benn miz gwengolo e Korsika. E Luciana ar wech-mañ e vo digoret ar skol, da lavaret eo e Korsika-Uhel nepell eus div skol korsek all. Daou vugel a vank c’hoazh evit ma vefe klok ar c’hlasad, avat.

Gant ar skol-se e klask Scola Corsa, seurt Diwan eus Korsika, kreñvaat he rouedad e norzh an enezenn gant ar soñj digeriñ ur skolaj deiz pe zeiz. Hag ur soñj mat eo rak e CE2 eo erruet ar vugale skoliataet er skol kentañ e 2021.

E 2021 neuze e oa bet digoret ar skolioù kentañ, e Bastia ha Biguglia, en norzh atav, ha neuze e Sarrola-Carcopino, er su, e bro Aiacciu, hag e Corti e kreiz e 2022. En holl ez eus 220 skoliad ha 13 klasad.

Abaoe miz mae eo kevrataet ar rouedad Scola Corsa gant an Deskadurezh Stad gall, ar pezh a dalv e vo paeet ar skolaerien gant ar stad hiviziken.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Korsika : ur skol nevez e korseg dre soubidigezh e Luciana”

  1. Raymond Neveu dit :

    Tout cela est bien pour les Corses mais en Bretagne Millénaire on s’en fout! Ici ce sont toujours des clowns qui se sont auto proclamés surdoués de l’enseignement du Breton et ça n’a jamais pissé loin!

  2. Yann dit :

    … Hag ur morian luc’hskeudennet da skeudennaouiñ ar c’heloù … 🤔

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Politique

Korsika : Nazione war an tu diskar

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Education, Histoire, Patrimoine, Société

Bastia : 2000 korsad o deus manifestet evit Scola Corsa

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Education, Patrimoine, Société

Epreuve en langue régionale au bac : le syndicat gauchiste SNES-FSU fait une crise d’étatisme scolaire

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Education, Patrimoine, Société

Scola Corsa : ur c’hard eus ar c’humunioù korsad o harpañ ar rouedad (dija) !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine

Korsika : 70 penn embregerezh evit ar skolioù e korseg dre soubidigezh

Découvrir l'article

International

Korsika : ur strollad a vroadelerien yaouank a-enep an dramm, an harrelerezh hag ar wokism

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Korsiz : ar wazed diwezhañ ? Hag ar Vretoned ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local, Patrimoine

Breizh : perak n’eus ket listennoù gant anvioù e brezhoneg pe gallaoueg ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, International

Korsika : Dek vloaz zo e rae Korsiz anaoudegezh gant ar « Ramplasiñ Meur »

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.