Laeron a zo é rodal er mare-mañ ‘ba Noal-Pondi, tud yaouank, begoù du ha begoù gwenn. Int a ziskouezh o c’hartenn-anv d’an dud peotramant kartennoù faos hag e lâront emaint amañ aveit « gwiriekaat ar wienn ». Gaou èl rezon !
‘ba pep lec’h e Breizh eh eus tud a seurt-se é rodal hag é klask entreal ‘ba ti an dud, surtout ar re gozh. Unan a skipailh Noal a zo bet gwelet ‘ba lec’hioù arall a Vreizh dija. Hag ur rouedad e vehe ?
Int a c’houlenn d’entreal a-barzh an ti « 30 segondenn d’ar muiañ tout » a lâront aveit « gwiriekaat tra-mañ-tra », ar boks, ar wienn, … Mes laerañ a reont objedoù pe donet a reont diwezatoc’h p’o deus kavet un toull bennak aveit monet a-barzh.
Faotañ ket kas o foto àr ar rouedadoù sokial ‘at kar er-maez ar lezenn eo. Gallout a rahent ho kas a-zirak ar barner aveit se.
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine