Gwelloc’h-gwellañ ! E Bro-Alamagne, e Rhénanie-Westphalie ez rezis, ez eus un ti-feurm ma vez produet gloan graet gant maouted « heñvelreviad », hervez ar peizant Michael Stücke bepred.
Hervezañ eo bet dileusket ar vaouted-se gant an tiez-feurm ma oant a-raok peogwir ne felle ket dezhe reiñ par. E berr komzoù : ne servijent da netra.
Eüruzamant, kavet zo bet dezhe ur blanedenn gant Michael Stücke. Gantañ eo bet lañset ar « Rainbow Wool », ur seurt gloan « engouestlet » evit ar « gumuniezh LGBT » evel just.
Gant an arload LGBT Grindr zo bet aozet un dibunadeg dilhad anvet I Wool Survive e New-York gant dilhad graet gant ar c’hloan-se.
Hervez kont e vefe heñvelreviad 8% eus ar vaouted. Met n’eus ket bet graet studiadenn sirius ha klok ebet war ar sujed-se betek-henn.
Illustration : Tapadenn skramm video Facebook
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine