Ma vefe Nervouster c’hoazh e vefe moaien kar n’emañ ket pell eus Bro-Raez met penaos e c’hellfe Enez Yeu (pe « Enez-Euz » hervez Wikipedia e brezhoneg) bezañ staget ouzh Breizh, re bell emañ. Ah geo. Bez e c’hellfe bezañ an « tiriad tramor » kentañ evit Breizh !
Adal ar c’hentañ a viz genver 2026 e tleo tud Yeu paeañ keroc’h ar monedonoù etre o enezenn hag ar peurrest eus ar Vañde gant ar visaskell. Nullet eo bet ar sammad arc’hant (250 000€) a veze roet gant ar « rannvro » Broioù al liger betek-henn ha, war-se, eo torret priñsip ar « gendalc’hegezh tiriadel ».
Fuloret eo ar 5000 den a zo o chom en enezenn, ha fuloret ouzh o « Rannvro ». Kar ganto e vez graet gant ar viskaskell evit an Trummadoù pe traoù mallus-tre. Setu perak eo bet savet ar Gwenn-ha-du ouzh talbenn an ti-kêr e-pad un nebeut eurvezhioù e penn-kentañ ar sizhun. Ha savet gant ar varaez Carole Charuau mar plij ! Ha bremañ e reklem an dud bezañ staget ouzh Breizh !
Hag ar vaerez da vennegiñ an hent nij etre Brest ha Ouessant arc’hantaet gant ar Rannvro a-drugarez d’un dileurierezh servij publik. Hervezi eo ur skouer hag ar brouenn ne leusk ket ar Vretoned o inizi a-gostez. Er c’hontrol eus ar « Rannvro » Broioù al liger…
Gant strollegezh ar c’hevredigezhioù eus enez Yeu zo bet lakaet panelloù evit reklem bezañ staget ouzh Breizh un tamm partout en enezenn. Gant ma c’hoarvezfe ar memes tra e Bro Naoned un deiz bennak !
A-benn ar fin hag abalamour d’an trouz bet graet gant tud Yeu he deus ar Rannvro asantet kevraouiñ gant dilennidi an enezenn. E penn kentañ miz genver e krogo an divizoù.
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..