A-benn miz gwengolo 2026 n’he do ket ti-skol ken skol Diwan Boulvriag. An hini a zo perc’henn war an ti a fell dezhañ lakaat da dalvezout e wir kerzañ. Pelec’h e vo lakaet ar 17 bugel a zo er skol hirie eta ? Den ne oar, emañ an AEP o klask un ti-skol all ha n’eo ket aes. Aet eo an AEP da welet an aotroù maer eus Boulvriag met n’en deus ket tamm savadur ebet da feurmiñ d’ar skol. Ha daou eo kaout ur savadur diouzh ar reoladoù ha n’eo ket ur lojamant bennak !

Evit poent emañ ar maer prest da brestiñ un tamm eus tachenn an Ehpad d’an AEP evit sevel ur skol warni. Hogen, daoust dezhi bezañ e kreiz-kêr, da lavaret eo en ur lec’h a-feson evit ar skolidi hag o zud, n’eo ket hentaouet an dachenn-mañ. Labourioù a zo d’ober ha n’he deus ket arc’hant a-walc’h ar gevredigezh evit ober anezhe. Ha dav e vo prenañ aljekoioù war ar marc’had, pezh a zo ker-ruz ivez. Ha ne vo tamm porzh ebet, ne c’hallo ket ar vugale patouilhat en ur lagenn bennak pa vo goañv, h.a.

Ha penaos e c’hellfe bezañ prest seurt skol a-benn miz gwengolo, gant tud a-youl vat nemetken o labourat war an dachenn ?

Dañjer zo e vefe serret skol Boulvriag e fin ar bloavezh-skol-mañ, neuze.

Emañ tud an AEP o klask un dachenn hentaouet a 500m² d’an nebeutañ, nepell eus Boulvriag, pe ur savadur ma c’hellfer staliañ ennañ div glas hag ur sal ouzhpenn. Evit mont e darempred gant an AEP : 06 30 36 72 51 (Enora Alory).

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Diwan Boulvriag en dañjer”

  1. gwilhmod dit :

    Ezhomm zo eus 200.000 euro.
    N’eo ket diaes: ret sevel un SCI gant 10 den kred war o madoù dezho (met n’eus riskl ebet peogwir e chomo atav ar vein).
    Amprestiñ 100 % war ugent vloaz
    se a dalvez 1000 euro feurm bep miz : 50 euro dre vugel
    ha goude 20 vloaz e vo perc’henn ar skol war he savadur.

    An dra se hor boa graet e 1983 gant SCI Diwan treglonou, un afer vat-tre, nemet e oa bet diberc’hennet ar genlodeien hep displegadenn ebet e tro 2015.

    Skol Diwan Landreger he deus bet sikour « Roc’h Diwan ».

    Maz eo kreñv ar skolioù bet katolik e Breizh eo abalamour m’eo perc’henn war ar savadurioù, a vez meret a dost, gwelloc’h mrc’had a galz e-kenver an arc’hant publik a vez forant gant an tiez kêr.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, GUINGAMP, Local, Société

Achu gant Diwan Boulvriag

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique, Sociétal, Société

Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Patrimoine

À Paris, une vente caritative aux enchères au profit de Diwan le 7 février

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Votadegoù-kêr : Diwan en deus kaset ur goulennaoueg da dout al listennoù war-bouez…

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine

Redadeg 2026 : la grande course pour la langue bretonne reprend son élan entre Lannion et Nantes

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Diwan Karaez : Al liseidi ha Kristian Troadec o deus gounezet !

Découvrir l'article

CARHAIX, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local

An emsav sevenadurel breizhad o tarzhal

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, RENNES, Sociétal

Manifestation pour le Breton à Rennes : 1 500 manifestants, un signal d’alarme… et un malaise plus profond

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, RENNES, Tribune libre

D’ar 17 a viz mae e vo ur vanifestadeg evit ar brezhoneg met… [L’Agora]

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, RENNES

Breton. Diwan appelle à la mobilisation le 17 Mai 2025 à Rennes

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.