D’ar 17 a viz mae e vo ur vanifestadeg evit ar brezhoneg met… [L’Agora]

Publicité

Ur vanifestadeg evit ar brezhoneg ! Abaoe pell n’hon eus ket kerzhet ha kanet er straedoù evit hor yezh. Met piv en deus galvet ar vretoned da vanifestiñ e-giz se ? Ur strollad eus an tu-kleiz pellañ an hini eo. Ar pezh a dalv e vo kalz a vannieloù LGBT pe palestinian pe ruz pe kanak pe me oar c’hoazh. A-benn ar fin e vo ur vanifestadeg eus an tu-kleiz, liv ar gwenn-ha-du warni ha c’hoazh, ma n’hallo ket ar re « neptu » pe, gwasoc’h c’hoazh, ar re eus an tu-dehou kemer perzh enni.

Eüruzamant zo bet galvet da vanifestiñ gant strolladoù pe ensavadurioù all, Diwan en o zouez. Siwazh, skrivet eo war un tamm maen bennak eus koadeg Brekilien moarvat : ma zo un den bennak eus an tu-kleiz en ur vanifestadeg n’hall ket dont tud eus an tu-dehou enni. Re feuket e vo ar gaochist, mod-se ‘mañ !

Forzh penaos, dre m’eo deuet an Emsav da vezañ ur manier repu evit ar gaochisted, n’ouzon ket hag a zay kalz a dud « normal » (hep komz eus emsaverien an tu-dehou) da vanifestiñ evit ar brezhoneg. Trist eo memestra…

A-hend-all, zo un dra a chif ac’hanon : perak tra e vo aozet ur vanifestadeg evit ar brezhoneg e Roazhon ? Pa seller ouzh ur gartenn eo sklaer ez eo e Breizh-Izel, tro-dro Brest pe An Oriant da skouer, ma zo ar muiañ a skolioù pe klasoù e brezhoneg, evelkent. Ha tadoù ha mammoù ar vugale skoliataet er skolioù-se eo a zeuio da vanifestiñ da gentañ tout ha n’eo ket tud eus Roazhon pe Bro-C’hallo.

Ur choaz ideolojikel eo tra ken ! « Gounit kêrioù bras eus Breizh-Uhel d’ar brezhoneg » setu ar c’hredo nevez. Evit bezañ plijet da biv ? D’an 20 studier eus Roazhon 2 (les « brittophones ») a oar brezhoneg ? Aozañ ur vanifestadeg e Brest pe e Karaez a vefe bet efedusoc’h kar deuet e vefe tud eus Breizh-Izel a-bezh, ar skolioù o defe gellet kemer perzh an aozadur ha kenweturiñ. Pet a Leoniz az aio betek Roazhon da vanifestiñ ? N’eus ket moaien parkañ ar c’harr-tan e kreiz-kêr memes. Marteze e vo feurmet kirri-boutin gant Diwan met pelec’h e vo diskarget ar vanifesterien ? E kreiz Villejean (pe « Kêryann » e Roazhoneg 2), dalle Kennedy ?

A du erbet ez in d’ar vanifestadeg-mañ. Chom a rin war ma zamm douar patatez eus Breizh-Izel o prientiñ ma c’hentelioù evit ar sizhun a zeu. Pell eus ar bannieloù LGBT hag ar Roazhoniz. Pell eus an dud prez warne eus ar straed Le Bastard hag a raio ur sell-korn ouzh ar vanifesterien o gwenn-ha-du hag o yezh iskis hep ober van oute, ‘m eus aon.

Crédit photo : Ecole.bzh
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “D’ar 17 a viz mae e vo ur vanifestadeg evit ar brezhoneg met… [L’Agora]”

  1. Emglev An Tiegezhioù dit :

    Pep hini e soñj ha gwir eo n’eo ket entanus pa ouzer e lavar mignoned ar vrigadenn c’hallo distrujerien meur a lec’h eus emsav ar brezhoneg e bro-Roazhon. Berzet eo ivez, er c’halvadenn, d’an estrengazourien (xénophobes), da lavarout eo d’an identelezhourien, re an PNB emichañs, re risposte laïque (lod zo a-du gant ar yezh, ya), an div drederenn eus ar boblañs ordinal.
    Memestra e c’halv Emglev an Tiegezhioù da vont, daoust ma kav deomp eo ret kavout arc’hant estreget hini hor Stad C’hall Santel Vac’homerez.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

A La Une, Culture & Patrimoine, Histoire, International

Dolours Price : une lettre écrite en prison, peut-être une lettre d’adieu, accable la direction de l’IRA et l’Église catholique

Culture & Patrimoine, Histoire

De Srebrenica à Crépol : le livre qui ne s’est pas refermé

livres_toussaint

Culture, Culture & Patrimoine, International, Patrimoine

2025 : année du record de livres traduits du catalan vers d’autres langues

Concarneau

Le 15 septembre, la baie de Concarneau rendra hommage à Charlie Dalin avec une « minute de bruit »

Economie, Politique, Social, Sociétal

Héritage : la CFDT veut faire payer les familles dès le premier euro [Vidéo]

Côtes d'Armor

ST-BRIEUC

Saint-Brieuc : l’hôtel de ville occupé par un collectif pro-clandestins, un élu Reconquête ! dénonce le vote du 5 juillet

Animaux, Santé

Moustiques : chaque espèce a ses proies préférées, et ce n’est jamais la même personne

Santé

Cancer du sein métastatique : vers un essai clinique de médecine personnalisée en 2027

Pointe du Décollé Tourisme Ille-et-Vilaine

E brezhoneg, Local, ST-MALO, Tourisme

Tagoù a-enep ar barizianed : e Saint-Suliac ivez !

obsèques

Sociétal, Vie Pratique

Obsèques : ce qui va changer pour les familles à partir du 1er octobre

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education

Distro-skol : etre ar vugale ha n’int ket mestr war o nerzhioù, o zud torr-penn hag ar gelennerien gaochist, chañs vat d’ar re all !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

Apprendre le breton : Roudour ouvre ses inscriptions pour la rentrée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

« Wech », war an aod e Bro-Dreger, Parizianed o komz….

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Sandrine Rousseau en he uhelañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.