Neventi fall (c’hoazh) d’an UDB e An Oriant : goude an disrann etre ar re a zo war listenn Gaëlle Le Stradic hag ar re a souten Damien Girard, setu un eks-ezel eus an UDB deuet da vezañ prezour kannadel Damien Girard ! Corentin Gaillard an hini eo (hag a oa anvet dindan an anv Korantin Gaillard pa oa en UDB) a zo bet kemeret da brezour nevez gant Damien Girard.
War lec’hienn an UDB emañ c’hoazh enrollet evel ezel eus ar strollad emrenour hag e karg eus ar re yaouank er burev politikel.
E Bro An Oriant e oa bet lakaet e penn ar strollad e 2024 e plas Gaël Briand.
Kelenner e Diwan e oa eñ ha soner e bagad An Oriant.
War Facebook, Christian Guyuonvarc’h a skriv eo mantret o klevet ar c’heloù-mañ. Abaoe 1964 emañ an UDB o klask kaout ur vrandell bennak e forzh peseurt listenn eus an tu-kleiz gall az a war ar renk. E-barzh natur hag ADN an UDB emañ. Lod eus o izili o deus c’hoant da gaout ur vrandell vrasoc’h marteze…
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
2 réponses à “UDB An Oriant : hag a gendalc’h ar romant-kazetenn…”
U D B : Unvaniezh Doganed Breizh
da lavarout eo e galleg : Union des Cocus Bretons !!!!
Pokez UDB aet da goll ha perag? Perag en tu kleiz e oa! Ha surtout chomet eo gant menozioù tu kleiz pa gwelloc’h e vefe kemer ar pezh ‘zo mat pe en tu dehou pe en tu kleiz. Evit lâr deoc’h ar wirionezh menozioù paotred Breizh n’ema ket en tu kleiz m’eus atav gwellet ar person (araok Vatikan 2), ar re gozh n’edo ket e-touez ar re ruz. !