Tra ma vez gwelet muioc’h-muiañ a wallzarvoudoù war an hentoù abalamour d’ar protoxid azot ez eus bet kemeret un disentez radikal gant Alan Vey maer Goueled-Goulen, e su Naoned : hiviziken eo difennet ar gaz-mañ war e gumun ! An dud a vicher (gwastellerien, medisined, …) o deus ezhomm d’ober gantañ a c’hell kenderc’hel d’e implijout evel just met echu gant ar re yaouank a bren boutailhoù evit en em drammañ.
Hervez ar maer eo re « lez ober » al lezenn ha dav eo kemer diarbennoù radikal.
Maered all o defe c’hoant da heuliañ skouer maer Goueled-Goulen (Ar Baol, Pornizhan, …)
War a seblant e vefe kavet muioc’h-mui a voutailhoù protoxid goulo e Goueled-Goulen gant an annezidi ha gant ar polis-kêr.
Deuet eo ar protoxid azot da vezañ ur gwir walenn e Bro-C’hall a-bezh : d’al lun 10 a viz c’hwevrer en deus kemeret prefed departamant an Oise ur skrid-embann evit ma vefe reoliet ar gwir da gaout boutailhoù a brotoxid. Hag e c’heller kompren anezhañ : en e departamant evel en holl zepartamantoù e vez kaset bep dibenn-sizhun tud yaouank d’an ospital evit bezañ enanalet ar gaz-mañ. Ha lod a chom ampechet da c’houde !
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.