Brest : lakaat tan en un den evit 1500€…

Un den hag a oa er skipaih a glaskas lakaat tan en un den all hag a dlee 1500€ dezhañ en doa goulennet bezañ lesket da vont. Chom a raio en toull-bac’h a-benn ar fin, setu ar pezh a zo bet divizet d’an 13 a viz c’hwevrer gant lez-varn galv Roazhon.

Feuls ar gevredigezh ? Lennit mat ar pezh a heul :

E Brest e c’hoarvezhas an traoù. E miz du 2023 e oa bet skrapet un den e Brest. Skrapet gant pevar den. Dleout a rae 1500€ d’unan anezho. Degouezhout a rejont dirak e labour hag e c’houlennjont gantañ tennañ 2000€ er bank. Ar paotr a bellgomzas d’e vignonez evit ma tennfe an arc’hant. Met berr e oa ar yalc’had hag e teuas a-benn da dennañ 500€ hepken. Reiñ a reas an arc’hant da zaou zen e « kartchier » Bellevue e Brest, ur gwir baradoz evit an dud onest.

Met ne oa ket awalc’h.

War-se e komañsas un hir a nozvezh evit an den skrapet. Lakaet e oa bet e koufr ur c’harr-tan (evel er filmoù) ha skoet meur a wech. Goude-se e oa bet kaset en ur c’hav evit bezañ skoet c’hoazh ha neuze kaset en ur park ma klaskas tec’hout kuit, en aner.

A-benn ar fin e oa bet rediet d’en em lakaat war an daoulin ha skuilhet e oa bet esañs warnañ. Unan eus ar rakailhed a chetas e sigaretenn warnañ ha tan.

Kaset d’an ospital gant e skraperien e oa devet e gorf. Kaset e voe diouzhtu da greizenn an dud gwallzevet eus CHU Naoned.

Serret e oa bet ar pevar den gant ar polis. An hini a vefe e penn an traoù a oa bet kondaonet 19 gwech dija etre 2013 ha 2022. Ur pratik mat evit ar boliserien ! En toull-bac’h e vez graet jeu gantañ.

Goulennet e oa bet gantañ bezañ lesket da vont met chom a raio en toull-bac’h kar dañjerus-tre eo. Eus e du, an den devet a glask ankouaat ar pezh a zo c’hoarvezhet met gloazet don eo bet ha diaes eo dezhañ ‘fet spered. En « estrenvan spered » e vefe eñ zoken bremañ.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, Economie

Brest. Succès populaire pour la première édition du Salon du tourisme à l’aéroport

Découvrir l'article

Justice, QUIMPER

OQTF en vigueur, quatre plaintes, neuf coups de couteau : aux assises de Quimper, le procès d’un drame annoncé

Découvrir l'article

BREST, Ensauvagement, Local, Société

Felliezh : ur gwall vloavezh e Penn-ar-Bed hervez ar prefed

Découvrir l'article

Sociétal

Brest, vigie des mers : le rapport 2025 du MICA Center décrit un narcotrafic tentaculaire et des menaces maritimes qui se recomposent

Découvrir l'article

Environnement

Avec Argo Deep-6000, l’Ifremer sonde les abysses et étend l’observation de l’océan jusqu’à 6 000 mètres

Découvrir l'article

BREST, Santé

À Brest, la clinique Keraudren ouvre les portes de la chirurgie robotique au grand public

Découvrir l'article

BREST, Culture & Patrimoine, LORIENT, Patrimoine

Le Musée National de la Marine : Plus de 655 000 visiteurs en 2025, avec des records à Port-Louis et Toulon

Découvrir l'article

A La Une, BREST, NANTES, Politique, RENNES

Municipales 2026 : Rennes, Nantes, Brest, trois métropoles bretonnes, trois scrutins sous tension

Découvrir l'article

BREST, Culture & Patrimoine, Patrimoine

L’Ordre de Malte du Ponant au Levant : les souvenirs de la doyenne de la rue Richelieu de Brest

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local, Sociétal, Société

Hag ho po un tamm propaganda ouzhpenn ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.