D’ar 07 a viz meurzh e vo aozet ur vanifestadeg evit difenn ar « Chel », anv ospital Ankiniz e reter pellañ Breizh (« Centre Hospitalier Erdre et Loire » e galleg). Gant ar  sindikadoù e vo aozet ar vanifestadeg-mañ rak ankeniet int evitañ. Abaoe bloavezhioù ez eus trouzioù fall diwar e benn. Gall a rafe bezañ serret. Koshaat a ra hag aon o deus ar sindikadoù e vefe profitet eus stad fall an ospital evit serriñ anezhañ da vat. Ha berr an arc’hant ouzhpenn-se ken e vefe an ospital war-nes taol d’ober freuz-stal.

Servijoù zo a c’hellfe bezañ serret buan memes : ar vammelezh (an ti poupon) hag ar surjianerezh. Hogen, 80 000 anneziad eus Bro Ankiniz a brofit eus ar Chel. Pelec’h ez aio ar re-se ma vez serret anezhañ ? E Naoned pe Añje ma vo gortozet un emgav e-pad mizioù ?

E 2024 33 000 c’huzuliadenn a zo bet graet e ospital Ankiniz. Ma vez kaset an dud-se da Naoned pe Añje e vo beuzet an daou ospital-mañ d’o zro.

Ur petition evit difenn an ospital, servij publik evit an holl, a zo bet lakaet en-linenn. 6301 den o deus sinet anezhi dija.

Dirak stasion Loti (Ankiniz) da 10e e krogo ar vanifestadeg d’ar 07 a viz meurzh.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Ancenis, E brezhoneg, Local, Santé, Société

Ankiniz (44) : an Trummadoù serret e-pad an noz a-hed miz du

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.