An holl dud a Wened a anav an H&M a zo straed ar Menez e kreizig-kreiz ar bourk. Mes den ne ouia eh eus droed da vonet kuit ac’hanemañ get dilhad hep paeiñ. Ur vaouez a Vongolia he deus añsiet digwener 27 a viz c’hwevrer àlkent. 135 pezh dilhad a oe geti (2000€ en holl) mes hi zo bet tapet get gwarded ar boutik a-raok bout arruet er-maez. Pa tegouezhas ar boliserion ne oe ket moaien he lakaat edan evezh kar hini anezhe a ouie mongoleg. Ur jubennour a zo bet galvet (ha paeet genimp !)
Ema hi é chom ‘b’an Essonne hag e klevahe bouezioù ‘ba he fenn, n’ema ket he skiant vat geti. Forzh penaos ne ouie ket pe mod e oe arruet ‘ba Gwened. ‘Ba’r boutik e faote dezhi « kaozeal get an dud » ha pas laeriñ dilhad reve hi bepred.
Laosket eo bet da vonet mes n’eo ket bet skarzhet a Vro C’hall. Ha perak ? Dimp eo da baeañ aveit sort tud mesket o spered ?
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.