Foulques Chombart de Law, war ar renk evit an tu-kreiz/dehou e kêr Naoned, a zo o paouez respont d’ar gevredigezh Bretagne Réunie hag a c’houlenno « gant tud eus Naoned o ali diwar-benn adunvanidigezh Breizh » ma vez dilennet.
A-raok paotr an tu-dehou e oa bet respontet ar memes tra gant Johanna Rolland, maerez wok Naoned ha Margot Medkour war ar renk evit an tu-kleiz pellañ.
Diwallit avat : Johanna Rolland a zo e penn kêr Naoned abaoe tost 12 vloaz ha n’he deus ket aozet tamm referendom ebet (ha koulskoude zo tud eus an UDB e-barzh he skipailh) ha Foulques Chombart de Law en doa lavaret sklaer a-raok ne oa ket priorek kistion an Adunvanidigezh ha ne oa ket moaien adaozañ ar rannvroioù.
Mat e oa dezhañ kreñvaat an identelezh breizhad eus Naoned ha souten ar skolioù Diwan avat.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.