
Pluvaodan (Bro Dinan) : ne vo ket tiez hañv el lotisamant nevez !
E Pluvaodan emañ an ti-kêr o sevel ul lotisamant nevez ennañ 30 ti. N’emañ ket pell ar gumun eus Dinan, Sant-Malou, alese ez eus kalz a diez-hañv er vro-mañ. Al lodenn gentañ eus al lotisamant a zo bet gwerzhet. Ur mor a daolioù-pellgomz en doa bet an ti-kêr p’en doa lakaet an tachennoù war ar marc’had. Pezh zo, ne felle