Sant-Loheñvel (Bro Daoudour) : daou drafikour dramm kondaonet evit bezañ bazailhet ur c’houplad

Publicité

Gwechall e c’hoarveze seurt afer er c’hêrioù bras nemetken, E Pariz, Grenoble pe Marseille, bremañ e c’hoarvez e kumunioù bihan. E Sant-Loheñvel, e Bro Daoudour (Bro Dinan), e oa bet bazailhet ur c’houplad gant daou zen d’ar 6 a viz genver 2024. Degouezhet e oa an daou drafikour e ti ar c’houplad peogwir e tlee an daou bichon 7000€ a zramm. Pennoù kokain e oant ha n’o doa ket restaolet o fourvezerien. Er bed-se ret eo distagañ e zle !

Abel ha Joachim, an daou drafikour, o deus pep a roll lez-varn hir ha lart : 10 menneg evit an eil, eizh evit egile. Met n’int ket gwall fin. Pa voe arruet an archerien ha familh an daou benn dramm e oant c’hoazh en ti ! Ha leun a wad ar c’houplad, astennet war al leur. Dont a reas a-benn Abel ha Joachim da dec’hout kuit met ne voe ket diaes d’an archerien lakaat an dorn warno un nebeut d’ar goude.

Dirak an archerien ha dirak ar barner e nac’ho an daou drafikour bezañ graet o stal d’ar c’houplad. « N’eo ket me, n’eo ket me ». Met graet o deus mat an archerien o labour ha prouennoù a zo war an daol.

A-benn ar fin e vo kondaonet Joachim hag Abel da bemp bloavezh toull-bac’h gant lez-varn Sant-Maloù d’ar 4 a viz du.

Illustration : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Economie, Environnement

Bretagne. Une campagne estivale rouvre le débat sur le nucléaire, cinquante ans après Plogoff

Découvrir l'article

Dinan, Santé

Dinan : fermeture nocturne des urgences cet été, grèves et inquiétudes sur l’avenir du service

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Kemper : dramm hag arc’hant seziset gant ar polis

Découvrir l'article

Cyclisme, Sport

Tour de Bretagne 2026 : sept étapes, un récit, une terre

Découvrir l'article

Dinan, ST-MALO

Bretagne : un réseau de trafic de drogue démantelé entre Dinan et Saint-Malo

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société

Machikoul (Bro-Raez) : un trafik dramm merret eus ul lojamant sokial

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sociétal, Société

Goueled-Goulen (44) : difennet eo ar protoxid azot war ar gumun

Découvrir l'article

Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Machikoul (44) : dramm, armoù hag arc’hant sezizet

Découvrir l'article

BRIEC, E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Brieg (29) : unan eus daou « go-fastour » kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, QUIMPER, Société

Kemper : un trafik dramm etre Norzh Bro-C’hall ha Breizh torret

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.