
Breizh 1341 : ur c’hoari war istor Breizh
Ezhomm o deus ar vretoned da zeskiñ o istor, setu un dra anat ! Marteze e c’hello Breizh 1341 sikour anezho d’hen ober. Gant ur Gwitregad, Laurent Gary, eo bet krouet ar c’hoari-mañ. E 1341 emañ an daou c’hoarier, e kreiz brezel Hêrezh Breizh goude marv Yann III. Ar re a-du gant ar saozon hag ar re a-du gant ar