Ar Priñs Bihan troet e parlant ar marzoù

A LA UNE

Peseurt yezh a veze komzet er C’hroasant, un tiriad stumm ur bara kornieg e norzh uhelañ Okitania ? Rannyezhoù okitanek pe rannyezhoù oïl ? Pe ur meskaj etre an holl ? Abaoe bloavezhioù e vez studiet parlant pe parlantoù ar C’hroasant, ar « marcheg », gant ar CNRS. War ar rouedadoù sokial e vez skignet disoc’hoù labour an enklaskerien, ha dedennus-kenañ anezhañ.

Kement ha brudañ labour e strollad enklaskerien e tivizas Nicolas Quint, kenurzhier raktres ar CNRS, e vefe troet ar Priñs Bihan, levr Antoine de Saint-Exupery, e marcheg an Indre, an « eguzoneg ». Asambles gant komzerien a-vihanik e voe kaset al labour-se da benn gant Roselyne Chomette-Newhouse, ur gelennerez saozneg war he leve. « Le P’tit Prinss’ » a zo bet embannet e penn kentañ miz meurzh.

E 2020 e oa bet troet penn-oberenn Saint-Exupery en ur parlant marchek all : hini Fursac e departamant ar C’hreuz, dindan an anv « Le Pitit Prince ».

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

.
- Je soutiens BREIZH-INFO - spot_img

Nouvelle Vague #9 avec Jean-Yves Le Gallou et Daniel Conversano

Ce mardi 19 octobre à 20h, Nicolas Faure reçoit Jean-Yves Le Gallou et Daniel Conversano. Une émission en direct...

Philadelphie (USA). Une femme violée par un homme noir de 35 ans dans un train, personne ne réagit

La police du comté de Delaware a arrêté un suspect lié à un viol qui se serait produit dans...

Articles liés