Taxirail : un diskoulm evit hol linennoù tren bihan ?

A LA UNE

Ar Vrohinier-Karaez, Sant-Brieg-An Alre, Kistreberzh-Maoron, Marzhinieg-Houarnruz-Gwitreg, Kemper-Douarnenez, Gwenvenez-Penfao-Blaen, kement ha linennoù tren a zo bet dilaosket gant an SNCF. Hag int talvoudus d’ar vro !

Siwazh, penaos adlañsiñ linennoù a oa bet laosket e frost abaoe 50 vloaz evit darn anezho ? Gant an Taxirail a c’hellfe Breizh kavout ar c’hentañ penn d’an neudenn.

Trenouigoù ekologel eo an Taxirail. Betek 40 treizhad a c’hell mont e-barzh, wagonoù kemm-digemm, azasadus diouzh an ezhommoù hag e bleiner ebet ! Taxirail a zo bet ijinet gant ar start-up breizhad Exid (eus an Oriant hag Aodoù-an-Arvor) hag arc’hantaet gant rannvro Breizh.

E miz gouere eo bet embannet gant Taxirail e vo lañset al linenn gentañ e Normandi, e penn-kentañ 2022, marteze e bro Caux, tro Rouen. E taol-skiant e vefe. Evit poent !

E 2024 e vo lañset da vat an treniouigoù kentañ gant Taxirail. E Breizh ivez ?

https://m.facebook.com/TAXIRAIL-300714277275629/

Crédit photos : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

.
- Je soutiens BREIZH-INFO - spot_img

Journées du patrimoine. Les manoirs bretons. Ar manerioù e Breizh

(Br) Pinvidik-mor eo glad ar vro, hag e-mesk an teñzorioù legadet dimp ez eus milieroù a vanerioù. Un tamm...

Rugby. 4ème défaite pour le RC Vannes à Mont de Marsan

Le début de saison du RC Vannes en Pro D2 tourne au cauchemar. 4 matchs, 4 défaites, la dernière...

Articles liés