Liverieg : Tapet o laerañ el Lidl, ar Romez a ziskenn he c’hulotenn

Roms

D’ar 26 a viz du ez eus bet kondaonet ur Roumanez gant lez-varn Roazhon evit “emziskuzh seksel” ha “laeradenn”. D’an 22 a viz ebrel 2021 e oa bet tapet e Lidl Liverieg o laerañ kartenn-vank ur vaouez kozh.

Gant ur gomer e tistroas spi ar vouez dre lakaat pezhioù moneiz da gouezhañ war al leur. E-keit ma oa ar vaouez o tastum ar pezhioù e laerjont dre guzh ar gartenn-vank en he sac’h. Evel just, a-raok e oa bet notenet kod ar gartenn gant an div Roumanez.

Met sellet e oa bet ouzh ardoù an div vaouez gant un test. Ha paket int bet gant surentez ar gourmarc’had war an tomm. Hogen pa voe tapet, “Carmen” unan eus an div Romanez, huomañ a ziskennas he bragoù hag he c’hulotenn hag tiskouezhas a-wel he seks e kreiz ar stal ! Hep abeg ebet !

Anavezet mat e oa an div vaouez gant ar polis ha kondaonet meur a wech eit laeroñsi a bep seurt un tamm e pep lec’h e Bro C’hall hag e Breizh.

Evit afer Liverieg int bet kondaonet da 8 mizvezh toull-bac’h gant goursez. Forzh penaos ne oa ket an div Romenez er prosez rak distroet int bet en o bro.

https://actu.fr/bretagne/fougeres_35115/prise-la-main-dans-le-sac-a-liffre-la-voleuse-replique-en-baissant-sa-culotte_46774855.html

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS