MAJ d’an 10 a viz genver : Kondaonet eo bet ar Rrom Daniel V. da 30 mizvezh toull-bac’h hag un OQTF da heul d’ar 8 a viz genver. Met lavaret eo bet gantañ e « raio pep tra evit dont da wel e familh » [hag a zo o chom e Bro-C’hall], neuze…
————————————————————————————
D’an noz etre ar 5 hag ar 6 a viz genver e voe tapet un den e Frozieg, e Bro-Raez, o laerañ ur munuzerezh. O wall ober e voe tapet gant archerien al Liger-Atlantel. Just a-raok en doa laeret un ti-bara e Kalveg (« Chauvé » e galleg) ur bourk all eus Bro-Raez.
Ur rrom eo ar paotr. Emañ o chom en ur c’hamp eus bannlev Sant-Ervlan, e-kichen Naoned. Kaset eo bet dirak ar barner d’ar 7 a viz genver evit bezañ barnet buan.
Illustration : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine