Sant-Brieg : un ti studierien serret gant ar C’hrous hag ar preti U en arvar

etudiants

En hañv 2023 e oa sañset bezañ serret ti studierien Gernugan e Sant-Brieg met a-benn ar fin en deus kemeret ar C’hrous un tamm lañs : setu serret Gernugan hag e 57 studio !

Kelaouet eo bet d’an ti-kêr, d’an agglo, d’ar c’hevredigezhioù studierien ha d’ar skol-veur. Ha mantret anezho holl rak divizet eo bet gant ar C’hrous e-unan hep ma vefe klasket an disterañ diskoulm gant an ensavadurioù all.

E Sant-Brieg, 40% eus ar studierien o deus ur yalc’had hag stegn emañ an traoù war marc’had an tiez da feurmiñ.

Ha zo gwasoc’h : emañ ar preti U en arvar. En arvar d’ober freuz-stal. Divizet e oa bet gantañ da grennañ ar bevañs, ar c’hig hag an dibenn-pred dreist-holl. Hogen, adgraet en deus e vennozh dre “alioù” ar c’hevredigezhioù studierien rak trouz a zo bet !

E pep keñver e vo treut ar peurriñ e skol-veur Sant-Brieg ‘m eus aon abalamour da gresk priz an energiezh ha hini ar bevañs.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS