D’ar meurzh 31 a viz mae zo bet stanket al lise Rabelais e Sant-Brieg gant ur 70 bennak a liseidi. Ha perak ? Peogwir e oa deiz an « hewelusted treuzjener » er bed a-bezh. Ha reklemet o deus gellet « choaz o jener evel o deus c’hoant ». Anat deoc’h e oa an « tu-dehou pellañ » war an holl vegoù ivez rak challet int gant « an tu-dehou pellañ hag ar fachism a zo war-gresk e Sant-Brieg evel e pep lec’h ».
Al lise Rabelais a zo anavezet e Bro Sant-Brieg evit an harzoù-labour a zo ennañ bep bloaz. Met ar wech kentañ eo e vefe bet stanket al lise (poubelennoù a oa dirak ar gloued) gant treuzjenered pe bugale o c’hoari an « treuz » ‘m eus aon.
E 2024 e oa bet stanket ar memes lise « evit souten Gaza » (n’eo ket sur eo arruet an huchadennoù betek Gaza), e 2025 e oa « a-enep ar fachism » dijaik. Ha neuze e 2026 evit an « treuzjenered ». Hag e 2027 ?
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.