Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Sant-Nazer : An ispiser bulgar a c’houneze etre 5000 ha 7000€ bep miz

Brav ! Setu bruderezh vat evit sindikad an ispiserien ! E Sant-Nazer, un ispiser bulgar a c’houneze etre 5000€ ha 7000€ bep miz. Abalamour da gresk priz ar moutard ?

A-benn ar fin eo bet kavet an toull-kuzh gant servijoù an tailhoù : gant Evgeni e veze gwennet arc’hant lous gounezet gant kenvroidi dezhañ e meur a vro european. Mui al labour du a veze graet gantañ war chanterioù zo eus bro Sant-Nazer !

A vloaz da vloaz e oa deuet a-benn an ispiser bihan da zaspugn ur milion € war e gontoù e Bro-C’hall ha 700 000€ war e gontoù e Bulgaria. Gant an arc’hant lous e veze paeet “labourerien durk”, hervezañ.

5% e oa e lodenn pa veze kaset arc’hant lous dezhañ. E-keñver ar sammad a zo c’hoazh dindan e anv emañ ar boliserien o soñjal eo tremenet milionoù dre e gontoù.

Kondaonet eo bet digwener dremenet gant lez-varn Sant-Nazer ha kaset d’an toull-bac’h. Forzh penaos e tleo bezañ barnet en-dro evit aferioù all a seurt-se met un tamm kosoc’h.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Sant-Nazer : An ispiser bulgar a c’houneze etre 5000 ha 7000€ bep miz”

  1. Lemmy CAUTION dit :

    Arrêtez de parler de St Nazaire en Breton. Le Breton n’a jamais, jamais été parlé à St Nazaire excepté par les Bretons qui y passaient en escale. Pas plus qu’à Nantes d’ailleurs.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky