
Sant-Nazer : An ispiser bulgar a c’houneze etre 5000 ha 7000€ bep miz
Brav ! Setu bruderezh vat evit sindikad an ispiserien ! E Sant-Nazer, un ispiser bulgar a c’houneze etre 5000€ ha 7000€ bep miz. Abalamour da gresk priz ar moutard ? A-benn ar fin eo bet kavet an toull-kuzh gant servijoù an tailhoù : gant Evgeni e veze gwennet arc’hant lous gounezet gant kenvroidi dezhañ e meur a vro european. Mui