Montroulez : 711g a gokain en e sac’h-boued !

cocaine

E Breizh ivez ez eus seurt afer bremañ : un den a 19 vloaz a zo bet serret gant ar valtouterien d’an 3 a viz kerzu e Montroulez. En en sac’h-boued e voe kavet 711g a sac’hadigoù kokain. War an hent etre Roazhon ha Brest e oa an den goude ur veaj er Guyan. Ur « vulez » e oa e berr komzoù, implijet gant ur strollad trafikerien dramm etrebroadel. 9000€ a oa bet prometaet dezhañ evit dougen ar sac’hadigoù ennañ.

D’ar meurzh 06 a viz kerzu eo bet barnet gant lez-varn Brest. Da 10 bloavezh toullbac’h e c’hell bezañ kondaonet.

Ma vefe bet toullet unan eus ar sac’hadigoù e vefe bet lazhet net ar « vulez ».

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS