D’ar sul 25 a viz mae, e kreiz an noz, e oa un dron o riboulat a-us ha tro-dro da doull-bac’h Brest. Met ne oa ket pell ar boliserien hag a lakjont an dorn war al levier : un den eus ar Meurthe et Moselle anezhañ. Dleout a ra arc’hant da hailhoned zo. Evit en em gitezañ ganto e voe karget a zegas dramm hag arc’hant d’ur prizoner eus Brest. Gant e vignonez eus Gwiseni e oa an noz-mañ hag an daou labous a zo bet serret asambles. D’ar 26 a viz mae e vo dirak ar barnet evit kaout e begement.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine