Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Ar radioioù e brezhoneg dindan levezon ar wokism

Hag unan ouzhpenn ! Bemdez c’houloù e vezer rediet da selaou seurt abadennoù war ar radioioù e brezhoneg ! D’al lun eo ar feministed, d’ar meurzh an “treuz”, d’ar merc’her ar paourkaezh henvroidi, d’ar yaou ur glebaj all…

Arru omp skuizh, ni selaourien, da vezañ rediet da selaou tout-se ! Dindan gwask ar wokism eo hor radioioù e brezhoneg. Ezhomm hon eus da gaout keleier ar vro, da c’houzout ar pezh a c’hoarvezh e Breizh ha n’eo ket da vezañ sarmonet noz-deiz gant dam-grennarded a gred stourmiñ ouzh ar c’hevala hag ar “batriarkiezh bedel” dre germen hormonoù gwerzhet gant big pharma ha dre zegas sklaved, truacher da viken, evit gwellañ plijadur ar batroned.

N’eus ket moaien ken selaou ar radioioù e brezhoneg hep bezañ badaouet gant ar propaganda gaochist a zo enno. Ur propaganda hag a ra gant gerioù digomprenus ouzhpenn-se ha n’eo ket peogwir int e brezhoneg met peogwir eo gerioù ar sektenn wok. Pe hini, yac’h a spered, a c’hell kompren ar pezh a lavaront : cis-, sistemek, xenojener, … kemmenadennoù Action Directe eus an amzer gozh a oa aesoc’h da gompren !

A-raok dieubiñ hor bro, hor bo ezhomm dieubiñ bed ar brezhoneg, hor radioioù da gentañ, ‘m eus aon. Dieubiñ diouzh ar sektenn wok hag he deus kontammet hor bed.

Da c’hortoz, selaouit testenni un “detreuz” eta. Enrollet eo bet gant feministed. Ha komprenit mat ar proganda a zo oc’h ober e reuz en tu-kleiz. Ur spont ! Kollet o deus o skiant vat.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

10 réponses à “Ar radioioù e brezhoneg dindan levezon ar wokism”

  1. Diverrez dit :

    Emañ ar gwir ganeoc’h. C’hoarzhin glas a ran pa c’hoarvez ganin selaou ar radioioù ‘dieub’ kellidet penn-da-benn gant arc’hnat foran (n(int ket ‘dieub’ neuze !). Gwelloc’h eo selaou Radio Courtoisie.

  2. Taliesin dit :

    Siwazh deomp eman an traoù tre-ha-tra el m’eman skrivet aman.
    A-c’houde Ur sachad amzer breman ne selaouan ket ken ar skingomz e brezhoneg : izel ar live àr ar yezh, izel ar live àr an danvez, dallajou an dodennou dibabet. Nag un dismantr.

    • Hocine Nedjar dit :

      Ar gwir a zo ganoh ! Red eo deomp lavar ar wirionez ma hon eus c’hoant gwellaat an traoù ! Izel tre e vez live ar re a ra var dro ar radioioù “sanset” e brezoneg. estreget unan pe daou ar re all o deus graet eur staj ” kleenex” evel ma vez lavaret breman. Da lavaret eo unan bennak ne oar ger ebet e brezoneg a ya da ober eur staj c’hwec’h, pe nao miz hag e vez kemeret evel buhezour var ar radioioù “sanset” e brezoneg. Pa am oa derouet deski ar brezoneg er bloavezioù 2000 e oan laouen da weled e oa deus radioioù ” sanset” e brezoneg . Hogen, pegen oun bet spountaet pa am oa merzet ne vez skignet nemed canaouennoù, sonerez saoz a hed an deiz ! Ouzpenn-se, abaoé e oant aet ar buhezourien Catherine Pasko ha Marie-laure Groix deus Radio Bro Gwened e vez skignet abadennoù deus ar bloavezioù 1970 great gand Monique le Boulc’h ! Ma Doué beniget ! N’am eus gér all ebet evid lavar pegen oun dipitet gand an dud se !

  3. PL44 dit :

    Bremañ, er privezioù foran, kuzuliet eo d’ar wazed troazhañ azezet.

  4. Hocine Nedjar dit :

    Nanterre(92). Gwener. An 10 a viz Meurz 2023.
    C’hoant am eus gouzoud pera c’hwi a entent gand : ” radioioù e brezhoneg ” ??!
    Paouezet am eus silaoui ar radioioù-se abaoé eur bochad amzer peogwir ne glever nemed sonerez saoz a hed ar bloaz!
    Ober a ran var dro ar brezoneg-me. Me zo ethnologour ha yezour. Me a ra ethnologiez Vreiz. Enez Groé (Île de Groix) eo ma zachenn enclask.
    Me zo ganet er bloaz 1965 e kichen Pariz. Hogén, ma zud (Doué d’o fardono) a zo orin deus Algéria.
    Evid lavar deoh ar wirionez daoust din beza eun arbenigour var an danvez breizeg ha keltieg n’anavezan ked Breiz, nag ” Spered ar Vrétoned”.
    Souezet oun kénan pa welan ne vez ked kempennet collokoù e brezoneg ! Penaoz a c’heler kemma skeudenn ar brezoneg ma ne vije ked aozet collokoù e brezoneg evid lakaat ar brezoneg var raog evel eur yez skiantel ha deus hon amzer.
    Siwaz, n’am eus deiziater an abadennoù e brezoneg a vez skignet var ar radioioù “sanset” e brezoneg !
    Pep wech pa ez in da silaoui ar radioioù-se ne glevan nemed canaounnoù, sonerez saoz diroll ! Ha setu perag am oa paouezet mond silaoui anézo.
    Red eo din anzav pegen eo diaez din poëllaet ” Spered ar Vrétoned” hag a dremen lavar eo ar brezoneg en arvar. Hogèn, pa vez clevet ar radioioù ” sanset” e brezoneg e vez santaet evel ma vije ar saozneg en arvar hag an dud-se a glask savetei anézan dre skigna 24/24 sonerez saoz diroll.
    Evid echu, mar plij ganoh ma ouezit an tu bennak evid sialoui abadenno e brezoneg hep saotradur ar sonerez saoz brein lavarit din.
    Devez mad deoh ha Bevet Breiz.

  5. Fañch dit :

    Tuta a reont en o metoù, n’eo ket souezh. Tud talvoudus e brezhoneg a zo, gant ur brezhoneg dispar, na vint ket aterset, gwezh ebet, pa n’int ket kleizelourion.

    Neuze e atersont tud n’o deus traoù da lâret met politically correct int. Doñjerus.

    Ne labouront ket evit ar brezhoneg met evit o doare da sellet ouzh arbed, traken !

  6. Fañch dit :

    Ma fell dit labourat evit Breizh, paouez da gomz evel ur paour-kaezh treut, gant da vrezhoneg truezus. Ur Stad hon eus da sevel ha da vrizh-wenedeg zo didalvoud !

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Sociétal, Société

Reiz-Direizh : hag un heuliad wokour ouzhpenn !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Diwokizomp bed ar brezhoneg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, International

Bro-Sveden : ur film war istor ar vro gant… aktourien du !

Découvrir l'article

Bains-sur-Oust, E brezhoneg, Local, LORIENT, QUIMPER, QUIMPERLé, VITRÉ

Dibabet eo bet Radio Kerne evit skignañ dre an DAB+ e teir c’hêr nevez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, MORLAIX

Radio e brezhoneg : Fidamdoue ! Arvorig FM a zo erruet e Montroulez !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Environnement

Anvioù an tempestoù/korventennoù : echu gant “Ian” ha “Fiona”, bremañ e vo “Farrah” hag “Idris”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Ha pardonet ‘vo ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Bro-Skos : Piv a vo e plas Nicola Sturgeon e penn an SNP ha Bro-Skos ? Kroget ar votadeg…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Lec’hienn Radio Breizh renevezet !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky