Hellfest : ha setu polis LGBT ar soñjoù deuet d’ober he rous

Publicité

« An Hellfest a ro an 38vet taol kontell » a oa skrivet war ar giton displeget dirak mont-tre an Hellfest d’ar gwener 20 a viz even e Klison. Ur gevredigezh LGBT « Qui nous aime nous suive » hec’h anv eo he deus graet an taol. Tud gwad-ha-labez a oa astennet war al leur. Perak ar sirk-mañ ? Peogwir eo bet programet ar strollad Blood Fire Deat m’eo bet e dabouliner, Bård Eithun, kondaonet evit bezañ kontellet un heñvelreviad.

Ar bloaz-mañ pe ar bloaz paseet a zo c’hoarvezet ar muntr-se d’ho soñj ? N’eo ket ! E 1992 e c’hoarvezas an afer ! Toullbac’het eo bet an tabouliner e-pad 11 bloavezh ha bremañ e son e meur a strollad, en o zouez ar strollad black metal norvejian mil-anavezet : Emperor.

33 bloaz ! Abaoe keit-amzer zo bet lazhet, kontellet, peurlazhet, jahinet, palforset miliadoù a verc’hed, e Norvejia evel e broioù all, gant repuidi ha estrañjourion ekstra-european. Met ne ra ket foutr an emsaverien LGBT eus se, n’o deus ket c’hoant da welet an traoù evel m’emaint, divizet o deus d’ober an hu war Bård Eithun peogwir eo eñ ur beg gwenn, un Norvejian, un heteroseksel ha n’eo ket wok moarvat. Setu pevar fec’hed mezhus d’ar relijion nevez : ar wokism !

An deiz a-raok he doa ar gevredigezh roet traktoù dirak ti-gar Klison war ar memes tem. Ha gwelet o deus an abostoled a zo o rodal e karter ar gar bremañ ? Ha krediñ a raent en em vriatañ etre paotred pe etre merc’hed tro kreiznoz dirak an ti-gar ? Aze n’eo ket gant Bård Eithun pe tud eveltañ e vefe taget, pe lazhet zoken, ar bichoned ‘m eus aon…

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, International, Politique

Rakvotadeg Demokrat er Michigan : an tu-kleiz amerikan o vlaziñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Economie

Hellfest. Les inventeurs de l’Ecocup s’attaquent aux files d’attente des festivals avec TIPTAP

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Sociétal, Société

E Liger-Atlantel 4 skolaj zo vont da cheñch anv evit « an ingalded merc’hed-baotred »

Découvrir l'article

A La Une, Religion, Sociétal

Christianophobie en France : une enquête vidéo inédite revient sur les attaques contre les chrétiens

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

Ur strollad punk anarkour a sav e vouezh a-enep ar feministed ag an tu-pellañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Ur raktres wok arc’hantaouet gant ar Redadeg c’hoazh ar bloaz-mañ !

Découvrir l'article

Agriculture et monde agricole, E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur film hag un diskouezadeg LGBT adarre en MPT !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Korsiz : ar wazed diwezhañ ? Hag ar Vretoned ?

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.