Roazhon : an antifas bras o beg ha moan o revr

An holl re ha ne soñj ket evelto a zo “nazied”, “faskourien” evit an antifa. Forzh peseurt den a vo lakaet da “faskour” mod pe vod ur wezh en e vuhez gant seurt istrogelled ! D’ar sul 19 a viz meurzh, tri anezho a zo en em gavet dirak emsaverien L’Oriflamme e Roazhon. Un disrann eus an Action Française eo L’Oriflamme, bet savet e miz genver. D’an 28/01 o doa manifestet an Antifa a-enep ar strollad o huchal luganoù brezel hag o krial forzh pegement. Anv oa da “skarzhañ” anezho eus Roazhon…

Ah bah, gwelet hon eus ! “Tud soja” e vez an antifa. Bras o beg met moan ha bresk o c’horf. Ha kalz anezho o deus troet “treuz” bremañ. Diaes eo d’en em gannañ a-enep emsaverien broadelour gall kigennek gant sakochoù roz ha mouk ha brozhioù berr ! Disul tremenet, tri anezho a zo bet gwelet o tirogañ skritelloù L’Oriflamme e Roazhon ha pilet int bet, “lakaet da vuzulañ an douar” ‘giz vez lavaret e Bro Dreger. Gwazh a se evidoc’h ! N’haller ket bezañ “desavet” “dre roak ha dre dreñv” ha bezañ ur gourenour ampart. Dav eo choaz kamaraded !

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

 

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS