12 bleziad a stourm : digor eo ospital Ar Gemene !

covid-19

Durant 12 bleziad o deus stourmet tud Ar Gemene aveit kaout un ospital. O ospital dezhe ! D’an 13 a viz mae e voe digoret dorioù ospital Alfred-Brard aveit ar wezh kentañ. D’ar 26 a viz mae e krogo dilojadeg ar glañvourion, betak ar 5  a viz mezheven.

Aveit kaout an ospital-mañ e stourmas kreñv dilennidi ar vro. E 2018 en doa groet René Le Moulleg, maer Ar Gemene, ur harz-debriñ memes kar ne yae ket an traoù àr-raok.

Pezh zo e servijo an ospital nevez surtout aveit ar re gozh : un EHPAD get 150 gwele a vo ennañ, un SMR-medisin a 40 gwele a vo ivez, 6 anezhe a servijo aveit ar prederioù habaskaüs.

Ma…D’an nebeutañ e vo ur servij yec’hed nevez er Gemene ha setu keloù mat !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Une réponse

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS