Kastell-Briant : peurleun an ospital met ur servij a vo (marteze) digoret evit an dreuzjeneraded hag an nann-binareled

Publicité

E ospital Kastell-Briant (Bro-Vaez) e c’hello an « dreuzjeneraded » hag an « nann-binareled » kavout daou vezeg digor o skouarn d’o « froblemoù » hiviziken. Marie Barry unan anezho a zo trummadourez a-vicher met n’eo ket evel trummadourez he deus c’hoant da labourat aze met evel « mezegez ispisializet evit ar gumuniezh », ar gumuniezh LGBT. Gant he c’homper Nicolas Hourdin e fell dezhi digeriñ ur c’habined evit gellet preskrivañ hormonoù (oestrojenoù ha testosteronoù) evit an neb a c’houlenn ha, perak pas, mont pelloc’h da c’houde gant ginekologiezh, ortofoniezh, « surjianerezh treuz ». Kar an dreuzjeneraded a zo dindan hormonoù a-hed o buhez ha lod a vez operatet.

Un daou-ugent bennak a dud o defe goulennet un emgav dija. Ur goulennaoueg anvet « Enquête sur les besoins des personnes trans autour de Châteaubriant » a zo bet lakaet war internet evit « anavezout an ezhommoù ». Gant ar banier « treuz » mar plij ! Warlec’h e fell d’ar vedisinez sevel ur skipailh « safe » hervezi. Da lavaret eo tud digor o spered d’ar « problemoù-mañ »…

Emañ ar vezegez o vezañ stummet e Roazhon « evit kemer e karg an dud dreuz ».

Ar pezh zo, anavezet eo ospital Kastell-Briant evit bezañ peurleun, peugarget ingal. E miz genver 2026 e oa leun-chouk an trummadoù. Memes tra er mare-mañ : 15 gwele a zo bet serret evit an hañv-mañ abalamour d’an diouer a implijidi, medisined da gentañ. Emañ ar sindikadoù fuloret gant se.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

FOUGERES, Insolite, Local, Sociétal, Société

Romagné (Pays de Fougères) : le monument aux morts tagué aux couleurs LGBT

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES, Sociétal, Société

Le Rheu (35) : an ti-kêr a adliv ar gumun gant ar livioù LGBT

Découvrir l'article

Sociétal

Hongrie : Bruxelles met le nouveau pouvoir au pied du mur sur la question LGBT

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Elne (Norzh-Katalonia) : ar maer nevez a skarzh ar simboloù LGBT

Découvrir l'article

Agriculture et monde agricole, E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur film hag un diskouezadeg LGBT adarre en MPT !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Sociétal, Société

La Garde (Oksitania) : un diskouezadeg « queer » nullet

Découvrir l'article

International, Religion

Église d’Angleterre : avec Sarah Mullally, le virage LGBT et sociétal s’impose au sommet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Korsiz : ar wazed diwezhañ ? Hag ar Vretoned ?

Découvrir l'article

International

Allemagne : l’Église protestante perd ses fidèles à force de progressisme

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Un dreuzhenn kerzourien LGBT e Kemper

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.