Kastell-Briant (44) : “pilgos an archerien” en toull-bac’h !

rodeos_traffic_drogue_saint_nazaire

E Kastell-Briant e veze anavezet evel ar bleiz : un den yaouank a abuze e amzer oc’h ober rodeoioù war e voto e kreiz-kêr. Ken e oa bet lesanvet “pilgos an archerien” anezhañ.

Evel just, pa veze graet e abadennoù gantañ n’he doa na dok-houarn, na asurañs, na aotre-bleniañ, na mannegoù hag e plije dezhañ mont a enep-red kement hag ober !

D’an 09 a viz gwengolo 2022 e oa bet redet war e lerc’h gant ar polis tra ma oa o slalomiñ etre ar c’hirri-tan e karter ar Ville-aux-Roses. Forzh penaos, miz a-raok e oa bet poursuet gant kirri-tan ar boliserien evit ar memes fedoù dija. Ha kement ha bezañ klok e zoser en doa skoet ouzh un amezeg dezhañ d’ar 07 a viz eost 2022 hag eñ mezv-dall goude un nozvezh o riboulat.

E-keñver roll e daolioù-kaer eo bet kondaonet da 7 mizvezh a doull-bac’h gant lez-varn Naoned. An hanter er gêr gant un dro-vrec’h elektronek, an hanter en ur greizenn dam-serret. Skañv an devarn ? Hervezañ, “en deus cheñchet” hag eo bet kemeret e kont gant al lez-varn.

Gwell ‘vo !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS