Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Kastell-Briant (44) : ha serret e vo an Trummadoù an hañv-mañ ?

Spi o deus tud Bro ar Maez e chomo an traoù evel m’emaint betek an diskar-amzer ! Diouzh a oaromp e vo digoret servij an Trummadoù noz-deiz a-hed a hañv e ospital Kastell-Briant. Ne dalv ket e vo digoret an holl servijoù e-pad an devezh avat. Evit derc’hel an Trummadoù d’an noz eo bet adframmet an implijoù-amzer d’an deiz, ar pezh a dalv e vo pellaet operatadennoù zo da skouer.

Aon he deus mererezh an ospital e vefe ehanet ur medisin pe ur c’hlañdiour bennak an hañv-mañ. Ma vefe ar c’hont evel-se e vefe serret an Trummadoù etre 20e ha 8e30. Diouzhtu ! Rak an niver rik a labourerien a zo. Bremañ e vez serret Trummadoù Gwitreg, Ankiniz ha Redon e-pad an noz bremañ, ar pezh a dalv e vez kaset an dud da Gastell-Briant. Muoic’h a labour evit ur c’hoskor hag a ra labour tri dija.

Ur strategiezh a “voned reolet” a c’hellfe bezañ lakaet e plas ivez an hañv-mañ. Da lavaret eo e vefe ret d’ar pratikoù pellgomz d’ar 15 ha bezañ aotret gant ur medisinour a-raok dont d’an Trummadoù.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Kastell-Briant (44) : ha serret e vo an Trummadoù an hañv-mañ ?”

  1. hemery gwenola dit :

    Perag skrivan a rit ” kastellbriant ” ? Kastellbrient eo …. Brient

  2. claude kerbiriou dit :

    “Ar gont” ha n’eo ket “ar c’hont”

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Châteaubriant, E brezhoneg, Informatique, Société

Kastell-Briant (44) : dek kamera ouzhpenn e kêr

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Justice, Société

E Kastell-Briant, ur familh a-bezh war he c’hemend-all

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Justice, Société

Kastell-Briant (44) : “pilgos an archerien” en toull-bac’h !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

E Kastell-briant (44) n’eo ket bet kemeret an dilhad eildorn evit an Turki !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Kastell-Briant : 12 kamera straed ouzhpenn !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Kastell-Briant (44) : Freuz fregañ etre Jipsianed

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, NANTES

Ul levr hag un diskouezadeg war istor Kastell-Briant (44)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

“Rodeoman” barnet e Kastell-Briant (44)…a-benn tri sizhun !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky