Pornizhan (44) : al laer a zo bet kondaonet evit an 34vet gwech

voleurs

Brav ! Bloaz a-raok ar c’hoarioù olimpek, setu un den hag a verit bezañ war roll ar loreidi !

D’al lun 28 a viz eost e oa dirak lez-varn Sant-Nazer gant ur c’homper dezhañ. 36 vloaz eo eñ ha 33 menneg a zo war e roll lez-varn dija. 25 en deus e vignon hag a oa en toull-bac’h betek miz maer. Gallout a rafe ober gwelloc’h memestra !

D’ar 24 eo bet gwelet an daou abostol-mañ, e kreiz an noz, gant un tourist belj o weladenniñ al lochennoù a weler e pep lec’h a-hed an aod etre Sant-Nazer ha Pornizhan. Bigi a zo bet vizitet ganto ivez. Dafar e oant o laerañ. En holl e vefe bet “amprestet” evit muioc’h eget 20 000€ a zafar met diaes eo da brouiñ ar sammad-mañ evit ar boliserien.

A-benn ar fin eo bet kondaonet an daou laer da gastizouigoù skañv. An hini koshañ, paotr ar 25 menneg, a zistroio en toull-bac’h avat rak goursez a oa war e chouk.

A-raok e krogfe ar C’hoarioù Olimpek e chom amzer dezho d’ober gwelloc’h !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Une réponse

  1. Je parle plusieurs langues etrangeres, mais pas le Breton malheureusement.

    Mais vue la photo, j’ai compris : Je sais que l’on est dans notre Belle et Grande France …

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS