Katalonia : n’eo ket mui mennet ar re yaouank gant an dizalc’herezh

Catalogne

Poan vlev o deus ar strolladoù dizalc’hour e Bro-Gatalonia. A-raok ar C’hovid ha bonnadur c’hwitet ar Republik e 2017 59% eus ar re yaouank etre 18 ha 24 bloaz a oa evit an dizalc’hiezh. Hogen, 8 vloaz goude, hervez ur sondadeg bet graet e miz gouere, n’eus ket nemet 7% a zizalc’herien a gatalaniz yaouank.

Petra a zo c’hoarvezet etretant ? Kredet o deus ar re yaouank e promesaou ar strolladoù dizalc’hour hag o doa, sañset, “studiet an afer” gant sikour ar “gwellañ breutaerien eus Barcelona”. Ha, dreist-holl e oa sur ar c’henstroll PDeCat + ERC en defe Europa arabadet war ar gouarnamant spagnol. Ar pezh n’eo ket c’hoarvezhet. N’he deus an Unvaniezh Europa graet netra evit sioulaat an traoù ha Madrid a voustras hunvreoù kaer an dizalc’herien hep goulenn an aotre ouzh Bruxelles.

Bremañ emañ kentoc’h Katalaniz yaouank prederiet gant traoù all (ar “c’hlimat”, ar gwirioù LGBT, …) eget an dizalc’hiezh ha dañjer zo e trofe an dizalc’herezh katalan evel an dizalc’herezh kebekad : hunvreoù kaer ur c’houlz kozh.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS