E Breizh, kaer eo gouzout eo kentoc’h eus an tu-kleiz an Emsav. Tu-kleiz pellañ memes. War-se e vez cheñch-dicheñch mennozhioù ar fideled. Cheñch a reont diouzh an avelioù nevez o tont eus Paris. Rak an Emsav a zeu d’an avel. Atav ! A-zivout ar yuzevion da skouer. En Emsav, goude afer An Here, Roparz Hemon hag all, e penn kentañ ar bloavezhioù 2000, e oa diouzh ar c’hiz da vezañ mab pe merc’h vihan un tad-kozh rezistant da skouer. Pe da gaout ur eontr-kozh paotr ar strouezh, pe amezeg ar eontr, pe kenderv ar baraer a roe bep mintin e dorzh vara da vreur-kaer ar vamm-gozh. En em gavout a rae pep hini ur rezistant en e lignaj. Ur sport broadel e oa deuet da vezañ. Ret e oa bezañ fidel da Roparz Hemon met, war un dro, bezañ bet “rezistant” dre hantererezh un tad-kozh bennak. Hag evel just e oa gwelloc’h c’hoazh da gaout ur rezistant HAG ur yuzev en e familh. Un tad kozh yuzev e oa 1000 poent ouzhpenn ! M’en doa roet tintin Job an eur d’ur yuzev bennak e 1942 e ti-gar Gwengamp e oa 500 poent.
D’ar mare-se e oa yen pe yenoc’h an Emsav war stourm ar balestinianed. Dav e oa bezañ evit ar stad palestinian evel just met arabat manifestiñ gant “forzh piv” da reklem ar stad-se. D’ar mare-se ne felle ket da bennoù bras zo eus an tu-kleiz emrenour mont da vanifestiñ gant suportourien an Hamas. “Hopala, paotr o barvioù hir a zo er c’homite-mañ, tud ha n’int ket sklaer war an enepyuzevegezh, arabat frikotañ ganto !” a veze klevet d’ar mare-se en Emsav.
Bremañ eo ar memes re hag a red da vanifestiñ skoazh-ouzh-skoazh gant an islamisted eus an tu-pellañ. Tud hag a “like” pajennoù suportourion an Hamas. Ar memes-re a zo deuet da vezañ enep-yuzev penn-da-benn peogwir eo doxa nevez an tu-kleiz gall. Un doxa euzus ! Bremañ eo diouzh ar c’hiz en Emsav da vezañ bammet dirak an LGBTachoù met, war un dro, da vezañ ur “glep talvoudek” eus an islam. Rak aes eo lakaat an daou vennozh-se da genveviñ en Emsav a-benn ar fin : paotred ha merc’hed an douar melen a zo en Emsav met… n’eus ket a arabed pe tud du ! Ar “queers” mod BZH a c’hell bezañ a-du gant ar Palestine, ne anavezont tamm Palestinian ebet, dreist-holl ar re eus Gaza. Ur seurt karantez “teorikel” eo tra ken. Pa vo komprenet o fazi gant an LGBT e vo re ziwezhat ‘m eus aon. Poent e oa dezho deskiñ nijal.
Ya met penaos o do troet gwiblennoù an Emsav d’ar mare-se ? Ma chom an Emsav strobinellet gant an tu-kleiz ez aio betek fiñfoñs ar foz gantañ.Kar evit a sell ouzh an enepyuzevegezh evel evit a sell ouzh kalz traoù all, emañ an tu-kleiz en ul lagenn a bec’hedoù a seurt n’hallo ket en em dennañ deus outi ken. Re foñs eo erruet. En Danemark, e Bro-Alamagn e c’hello un tu-kleiz poblek ha renevesaet, bleuniañ en-dro, e Bro-Frañs n’eus ket moaien. Aet eo re bell war meur a sujed.
Hag e Breizh mut-hu ?
E Breizh, ar pezh a c’heller lavarout dija: tra ma n’en deus ket cheñchet tu ma c’hwezh avel an tu-kleiz gall ne cheñcho ket tu an Emsav breizhad.
Rak, evit an Emsav e vez atav reter an avel !
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine