Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Plantu, arouez dispriz an tu-kleiz war ar vicherourien

Setu al ludresadenn diwar zorn Plantu a zo bet kaset war e bajenn Facebook dilun tremenet.

Petra lavarout ? E Kreiz Breizh n’eo ket ur ral tremen pemp munutenn e kabined ar mezeg evit ar re o deus chañs da gaout un emgav. Ha n’eus ket mui mezeien o tremen er gêr bremañ, dav eo d’ar pratikoù mont d’o c’habined. Ha gortoz eurvezioù war ur gador meur a wech. Eus o zu, n’hall ket an artizaned labourat er gêr. Ret eo dezho mont gant ar sammorell da di ar pratikoù. Ha ker an esañs, dreist-holl er mare-mañ ! E-barzh ar 125€ emañ priz an esañs ivez. Hag an danvez implijet gant an artizaned ! Hag an ostilhoù !

Ha pet artizan a zilaosk o buhez familh evit mont da rapariñ ur fuadenn bennak sul-ouel-pemdez ? Piv en deus klasket pellgomz d’ur mezeg d’ar sul ? Gwechall ez aent d’ober war-dro ar merc’hed war wilioud noz-deiz. Echu eo bremañ. Ha normal eo en ur mod.

E-pad pell e veze kontet an artizaned da dud o doa c’hwitaet war o buhez. Tud vunut ha ne oant ket douget da labourioù ar spered. Manès Nadel, mab e vamm brefed, e penn emsav al liseidi a-enep reform ar retredoù a lavare n’eus ket pell zo e oa “stummadurioù garaj” eus ar filierennoù micherel. Mab ar c’hast ac’hanout ! Kae da abuziñ da amzer e Roazhon 2 e psiko pe istor an arzoù, bourc’hiz daonet ! Mammig a gavo ul labour deoc’h er “mekanik veur” goude-se ha pa ne dalvezfe netra da ziplomoù.

Met pet a studierien a zo diasur o buhez rak n’o deus tamm micher ebet goude bezañ tapet un diplom e Roazhon 2. Petra ober gant un aotregezh sokiologouriezh ? Rouez an dud a c’hell mont da sokiologour goude-se…

Un diplom a dredaner pe mekanikour oto en deus talvoudegezh. Hag un tredaner a c’hounid arc’hant bremañ. Kalz arc’hant evit reoù zo.

Met ne oar ket Plantu pe Manès Nadel tout-se. Un arouez eus ar tu-kleiz kaviar eo deuet da vezañ an eil hag ur gaochist parizian mab e vamm eo egile. Eus an tu-kleiz-kaoc’h-ki a ra dispriz war ar bobl int. Dispriz war ar “beaufed” a vot Marine Le Pen pe Zemmour. War ar re a ne fell ket dezho bezañ ramplaset ha “pinvidikaet” gant “Egile”.

Ne oar ket mui Plantu petra eo ur micherour pe un artizan. Siwazh dezhañ, ne oar ket mui ar vicherourien hag an artizaned petra eo Le Monde ha fent Plantu.

Crédit photo : Pajenn Facebook Plantu

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

5 réponses à “Plantu, arouez dispriz an tu-kleiz war ar vicherourien”

  1. Alan al Louarn dit :

    Perak stummañ an dud da vezañ sternerien pa n’eus mui tud ken da sterniañ?

  2. Erwan Berric dit :

    Plandu est une orture.

  3. ubersender dit :

    Sur le dessin d’illustration de gauche, il manque juste l’affichette que certains généralistes arborent servilement : “Ici, on vaccine” – 26,50 € c’est déjà bien trop cher payé rien que vous cela ! On peut peut-être considérer que le plombier à 125 € de l’heure, c’est cher, mais lui au moins il ne met personne en danger.

  4. paulo dit :

    Désolé, mais pour moi, les médecins français, à quelques très rares exceptions près, ont tous été des complices serviles et bien volontaires du scandale sanitaire et génocidaire de la vax massive de la population dont on peut constater les énormes dégâts. Ma confiance en eux était déjà très limitée, mais elle est désormais complètement anéantie.
    Alors, leurs honoraires me paraissent déjà disproportionnés comparativement au service minable qu’ils assurent. Qu’ils aillent en enfer, qu’ils aillent se faire piquer avec les mêmes doses pourries qu’ils ont refilés à la population et après on en reparle.

    • Erwan Berric dit :

      @paulo
      Totalement d’accord. Ce sont des collabos, des trouillards et des assassins. Aucun n’a voulu me faire un faux certificat de vaccination, ils avaient trop peur et beaucoup ont gobé la propagande criminelle de la bande à Macron. Je n’ai jamais vu, de la part des toubibs, un tel consensus que celui qu’ils ont eu sur la vaccination. C’était surréaliste! Alors que sur tous les autres sujets, ils se bouffent entre eux!

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Evenements à venir en Bretagne, Politique

Rennes. Frans Timmermans (Commission européenne ) en débat sur l’Europe le 7 novembre

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky