Manifestadeg eus Montroulez evit al lojeiz : tri o tañsal ha pevar o son’

Publicité

260 e oant a-benn ar fin ! Gant an emsav broadelour e oa bet toullet un erv frouezhus diwar-benn al lojeiz e Breizh. Diaes eo d’ar strolladoù gall sevel a-du gant seurt temoù neuze e c’helle an emsav mont ar-raok gant ur stourm hag a sell ouzh muioc’h-mui a vretoned.

Allas! Lakaet o deus ar c’haochisted o c’hrabanoù war ar stourm-mañ. Hag evel just n’eus ket tud strizhoc’h o spered egeto. Skarzhet o deus eus ar manifestadegoù an holl re ha ne oant ket « a-gleiz » (ar Parti Breton da skouer) ha, war un dro, e klaskont sachañ evezh ar boutigoù gaochist all, ha pa vefe jakobined eus an tu-pellañ (laouen e oant da embann en doa galvet ar « Parti de Gauche » melenchonour da gemer perzh e manifestadeg Montroulez da skouer. Gant ar vezh !)

Rak, d’an 29 a viz here, o doa galvet ar c’haochisted da vanifestiñ e Montroulez evit al lojeiz. Siwazh, treiñ a reas ar vanifestadeg da bardon Pichibon : tri o tañsal ha pevar o son’. Dek mil strollad eus an tu-kleiz a oa war ar skritell ha… 260 manifestour o  deus dibunet e straedoù Montroulez a-benn ar fin. Ur c’hwitadenn !

Ha padal ne cheñcho netra. N’eo ket se a lako hor gaochisted da zigeriñ o daoulagad ha da brederiañ. Kendalc’het e vo ganto da huchal a-enep an tiez-hañv ha, war un dro, da reklem e vefe lojet muioc’h a repuidi e Breizh !

P’emaomp gant an enbroidi : embannet eo bet gant an UDB Treger-Goeloù e savent a-du gant ar raktres Horizon e Kallag. Ha deuet eo ar c’haochism da vezañ ur c’hleñved spered ?

 Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Manifestadeg eus Montroulez evit al lojeiz : tri o tañsal ha pevar o son’”

  1. Iffig dit :

    Les Udébéens ne savent plus où ils habitent ni où ils vont.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique

X/Blue Skye : and the winner is…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Digornogiñ Bro-C’hall aotroù Yazid Arifi ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Immigration, Immobilier, Local, RENNES

Setu loc’het « redadeg al lojamant » evit ar studierien (memes ar re eus an tu-kleiz) !

Découvrir l'article

CARHAIX, Politique

Carhaix. Un colloque pour l’autonomie de la Bretagne ce samedi au Glenmor

Découvrir l'article

Politique

Elections municipales : l’UDB a perdu Brest

Découvrir l'article

Politique

Banquet du RN à Bourbriac (22) : une polémique fabriquée par une poignée de militants une nouvelle fois relayés avec complicité par la presse locale

Découvrir l'article

Sociétal, ST-BRIEUC, Tribune libre

Brasserie Kerfave, Canon français… : Quand cessera-t-on d’accepter qu’une minorité hystérique dicte sa loi et terrorise la majorité silencieuse ?

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Brest : an antifa o deus taget teltennoù Foar ar C’hreunennoù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sociétal, Société

Naoned : Gaochisted o deus taget un embregerezh hag a labour war chanter ar c’hCRA

Découvrir l'article

Politique

Lydie Massard (UDB) se présente aux primaires de la Gauche

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.