Publicité

Komz eus an IVG en Emsav a zo pec’hed. Lakaet zo bet ur gemenadenn war Facebook gant ur brezhoneger ar sizhun-mañ ha partiet ar jeu. Ul lanv a gunujennoù, poentoù Godwin ha me oar c’hoazh evit an hini en deus kredet terriñ an tabou ! Evit ar re eus an tu-kleiz n’eus ket tu ober an disterañ evezhiadenn diwar-benn an IVG. N’eus ket nemet ur meno rezonapl evito : un araokadenn eo an IVG. Dav eo ober estlammoù dirak al lezenn nevez hag a skriv an IVG er vonreizh. Dav eo bezañ el levenez, beuzet el levenez. Ha goulenn e vefe lazhet muioc’h a vugale c’hoazh ha reklem e vefe astennet an termen. 9 mizvezh da skouer ? Pe goude ar ganedigezh memes ? Perak ne vez ket lazhet ar vugale a huch hag a leñv noz-deiz ? Un gwir ouzhpenn e vefe evit ar merc’hed, neketa ? Hag ur bugel bihan, petra eo a-benn ar fin ? Un astenn eus e vamm ! Eus he c’horf !

Sklaer ar jeu : fellout a ra d’an tu-kleiz e vefe eiltretet ar c’hrouiñ bugale. Afrika, Afghanistan zo deuet da vezañ kement ha Bro-Sina evit ar produiñ bugale. Rak pec’hed eo komz eus ar feur genel e Breizh ha Bro-C’hall. E penn ar vro ez eus ur gouarnamant a-enep ar familh. Ur gouarnamant ha ne fell ket dezhañ lakaat e pleustr ar « gopr mammel » hag an holl ziarbennoù a c’hellfe lakaat ar familhoù ha dreist-holl reiñ ar c’hoant d’ar merc’hed d’ober muioc’h a vugale. Alese an eiltretiñ da vroioù all.

Gwechall e stourme an Emsav evit « Breizh da Vreizhiz », evit ma c’hellfe ar gwir vreizhiz bezañ niverus a-walc’h evit talañ ouzh al lanv a gallaoued a zeu d’ober annez e Breizh bep bloaz.

Bremañ eo ar c’hontrol eo. Stourm a ra an Emsav evit ma vefe rañplaset ar vretoned. Evit ma vefe « hironet » Breizh ar muiañ ar gwellañ. Evit ma ne vefe ket mui bretoned gwir.

E 1837 e voe embannet « Les Derniers Bretons » skrivet gant Emile Souvestre. A-benn nebeut e vo al levr-mañ hor realded. Met n’eo ket strikt, gant ma vo gwarezet gwirioù ar merc’hed da lazhañ ar vugale en o c’horf… Ar gwirioù hiniennel da gentañ !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

5 réponses à “Arabat komz eus an IVG !”

  1. T. Gwilhmod dit :

    Mat-tre eo ar pennad ! Evit kompren savlec’h ar gleizelourien-lazherien-vugale e ranker komz eus ensavadur ar briedelezh a zo bet diskaret gant an torrdimezi. Gant ar briedelezh e oa gwarezet ar gwragez, e surentez e oant ha neuze e c’hellent lakaat bugale er bed, gwarezet ma oant gant o gwaz, evel rezon, hag ivez gant stern yoneziel (juridique) ar brriedelezh.
    Ha bremañ, p’eo bet diskaret ar briedelezh en em gav o-unan ar merc’hed o tougen. Diwar-se n’o deus ket da joaz, lakaat a reont un termen d’o brazezded o lazhañ o bugaligoù.
    Ouzhpenn-se, gant an hilastaliñ (contraception) ha pilulenn-an-deiz-war-lerc’h e c’hell profitañ ar boatred c’hadal, dinec’h eus korf ar maouezed, fouzhañ diharz, peogwir ez eo deuet ar revelouriezh da vezañ ur pal er vuhez, unan loenek a grenn, pa oa gwechall natur engehentiñ bugale diwar ganrantez ar priedoù ha diwar-se pep hini a gave e blas en tiegezh. An diforc’hañ-bugale a zo eta efed diec’hus diskaradur ar briedelezh.
    Pep tra zo da adsevel. Me ne welan nemet un dra : ma kavo an dud endro hent ar feiz kristen.

  2. Herri ab Yann dit :

    Eveljust eo dav « ober estlammoù dirak al lezenn nevez hag a skriv an IVG er vonreizh. Dav eo bezañ el levenez, beuzet el levenez » ha cheñch ar Marseillaise kanet gant Catherine Ringer (gwelet amañ 38 vloaz ‘zo : https://fr.spankbang.com/8szhs/video/catherine+ringer+la+fess+e+1976 !!

  3. Herri ab Yann dit :

    2024 – 1976 = 48 ha n’eo ket 38 ! Eizh vloaz ha daou-ugent abaoe ar feskennad-se. Poent ‘vefe…

  4. philibert dit :

    C’est vraiment dommage que vous ne prevoyiez pas une version française de vos articles.

  5. Herri ab Yann dit :

    Ha pevare e vo troet e brezhoneg ar pennadoù gallek ?
    Ne vefe ket brav kaout ur Breizh Info divyezhek ?!
    Hag e klevan dija « du galo, dame yan, dame vére ! »
    Gallaoueg, evel just !? On ne va pas s’en sortir !!

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Local

Wokisme à Pleurtuit. La majorité municipale débaptise le marché de Noël en « Village Enchanté », l’opposition monte au créneau

Culture, Culture & Patrimoine

Langue bretonne. Un Irlandais de Belfast publie une histoire du breton à destination des anglophones

A La Une, Sociétal

PISA 2025 : l’école occidentale au plus bas historique, la France décroche en lecture et en mathématiques — ce que dit vraiment le rapport de l’OCDE

Politique

Notes de lecture

International

Vox, ou quand la droite se souvient que les idées font partie du combat politique

Sociétal

Parcoursup : 1 néo-bachelier breton sur 5 quitte la région, et ce sont les meilleurs élèves qui partent le plus

Histoire, International

Irlande du Nord. Un ancien tueur de l’UVF affirme que les loyalistes étaient pilotés par le MI5

Culture & Patrimoine, Histoire

Avant 1789, la Bretagne fonctionnait sous le régime de l’autonomie fiscale

E brezhoneg, Politique

Div gazetenn nevez evit bouetañ he spered

Sociétal

950 fois Carcassonne, 50 fois Étienne : la gauche choisit ses victimes

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Réunification

Skol an Emsav a dap he fegement evit netra

Découvrir l'article

International, Santé

Au Massachusetts, l’avortement est désormais légalisé jusqu’au dernier jour de grossesse

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique, Réunification

Pour ha triñchon evit superterion Mélenchon eus an Emsav goude prezegenn Brekilien

Découvrir l'article

Sociétal, Tribune libre

Autonomie de la Corse et demain de la Bretagne ? Sans définition de ce qu’est le peuple breton, rien qu’une coquille vide

Découvrir l'article

A La Une, Sociétal

Avortement : le cri de colère d’un père : « Il n’y avait aucune raison de tuer mon enfant » [Interview]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Sociétal, Société

Perak ez eus kement a gaochisted er c’hevredigezhioù ?…

Découvrir l'article

Tribune libre

Ar C’hallaoued er-maez c’hoazh ?

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local, Politique

D’an 20 a viz even e vo « gouel an otonomisted » e Karaez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

« Faisons Bretagne » : unan all pe an hini mat ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sociétal, Société, VANNES

Achu get Babigoù Breizh ‘ba Gwened

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.