Mell-droad amatour : ur barrad a voustrerezh a-enep ar « mogedoù »

Publicité

Penaos lavaret « fumis » e brezhoneg ? Fumied ? Bizhier moged ? « Moged' » a vez klevet muioc’h-mui e tribunelloù Brest war genoù ar suporterien eus ar strolladig bihan savet el « lise » neuze lavaromp mod-se !

Er stadoù ligue 1 e vez diaesoc’h-diaesañ lakaat mogedoù da darzhañ. Kastizet e vez ar c’hluboù gant ar C’hevre ha gwask a vez lakaet war ar strolladoù suporterien a glask degas plijadur er stadoù.

Ya met un tamm normal eo peogwir e c’hellfe tud zo bezañ direnket gant moged ar « mogedoù ».

Met e stadoù ar mell-droad amatour, n’eo ket memes mod ez eo. Peurvuiañ n’eus tamm tribunell ebet hag ez a kuit buan ar moged gant an avel.

Ha padal e vez lakaet gwask war ar strolladoù suportourien pa vez straket mogedoù. Er Vignoble Naoned setu ar pezh a zo c’hoarvezet meur a wech e fin ar bloaz-mañ da skouer. Strolladigoù ultra a zo bet savet e kumunioù zo evit harpañ klubig-mañ-klubig ha klasket o deus degas un tamm liv er stadoù dre strakañ mogedoù. Fazi o deus graet ! Kastizet eo bet o c’hlub gant an distrikt. Setu penaos eo bet kastizet klub Henwinieg abalamour d’ar mogedoù straket gant ar « Green Boys », ur strollad ultra, da skouer. 600€ a ranko paeañ ar c’hlub evit nav moged !

D’an 19 a viz mae, kluboù all eus ar Vignoble (Yestinieg, Emglev ar Vignoble, ….) o deus bet rentaoù-kont gant an dredeoged abalamour d’ar mogedoù straket war bord an dachenn. Arabat ober ganto dindan boan a dell-gastiz. Gwasoc’h zo, suporterien zo a zo bet skarzhet eus o stad evit 3 pe 4 match !

Ha fellout a ra d’ar C’hevre lazhañ ar c’hluboù suporterien a zo o vezañ savet un tamm e pep lec’h evit buheziñ ar matchoù amatour ? Ha fellout a ra d’ar C’hevre e vefe tud kozh mut nemetken war bord an tachennoù bep sul ? Trawalc’h gant ar voustrerezh !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

A La Une, Rugby, Sport, VANNES

RC Vannes – Oyonnax : la Rabine en fusion, le port en feu, et un cap sur Toulouse — récit d’une nuit qu’on n’oubliera pas en Bretagne

Découvrir l'article

Football, Sociétal, Sport, Tribune libre

Brigade Loire à Nantes, Ultras Populaire Sud à Nice, Magic Fans à Saint-Etienne : le football ne serait rien sans ses Ultras ! [L’Agora]

Découvrir l'article

Football, Sport

« Le Qatar exige, la LFP obéit… » : la banderole de la Brigade Loire qui a électrisé le Parc et qui résume ce que pense de nombreux fans en France

Découvrir l'article

Ensauvagement, Société, Sport

Landemont (Anjou) : bagarre générale sur le terrain de foot, les joueurs de l’AC Angers Belle-Beille sanctionnés

Découvrir l'article

Ensauvagement, GUINGAMP, Local, Société, Sport

Trégor. Encore une affaire de violences et de « racisme » lors d’un match de football amateur

Découvrir l'article

NANTES, Sport

FC Nantes. De la contestation, des incidents et une belle victoire

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.