Na sot eo ! D’ar yaou 27 a viz even, tro 1 eur vintin, e Alaer, reter ar Morbihan, e oe daou archer en un oto normal o patrouilhiñ. En un taol setu un den a ya d’o c’haout. Getoñ ur strobad a vilhedoù kar faotañ a ra dezhoñ prenniñ dramm ! Un emgav en doe get un trafikour hag e grede e oe eñ en oto !
Ya met an trafikour en doe un tamm dale. Just àr-lerc’h e tegouezhas get ur mignon dezhañ. C’hwezh kannap en oto, c’hwezh foeltr ! Ha bilhedoù àr daoulin an treizhad.
Serret eo bet an tri den gant an archerion. Mui an trafikour e gros tapet e Aogan antronoz, get kannap, armoù hag argant.
Ar pevar lampon a zo bet barnet d’an 2 a viz gouere ha kastizet da 12 mizvezh get goursez betek 24 mizvezh toull-bac’h, an hanter anezhe get goursez ivez.
Illustrations : DR
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine