Er mare-mañ emañ Katalaniz oc’h ober anaoudegezh gant fenomen an tiez skwatet. Muioc’h-mui a diez a vez skwatet en tu-all d’ar Pireneoù gant estrañjourion o klask repu. Un dra nevez eo evit Katalaniz hag a wel muioc’h-mui a ekstra-europeiz o tegouezhout en o bro, er c’hêrioù met ivez war ar maez.
E Ripoll, e proviñs Gérone, ez eus bet « arestet en glas » ur skwat gant polis ar gêr. Estrañjourion a oa o klask en em staliañ en un ti ha ne oa ket o hini.
Ha n’eo ket forzh piv a zo e penn ar polis-mañ : Sílvia Orriols an hini eo, da lavaret eo maerez Ripoll, kannadez ha prezidantez Aliança Catalana, ar strollad identiter az a war-raok abaoe nebeut e Katalonia !
Illustration : Pajenn Facebook Silvia Oriols
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Katalonia : ur skwat « arestet en glas » e Ripoll”
https://www.liberation.fr/international/europe/silvia-orriols-lindependantiste-xenophobe-qui-veut-sauver-la-catalogne-20240511_6K3PANQTHZF2FCENQBCMRRZFMY/
Dalc’hmat par dezhañ.