Roazhon : un Eritrean kondaonet evit bezañ kontellet ur c’henvroad

Publicité

Paourkaezh Euritrean… Daniel e anv-bihan. Aet eo kuit eus e vro ma n’eus tamm brezel ebet (ha pa n’eo ket un demokratelezh), beajet en deus dre meur a vro, toull-bac’het eo bet e Libia a-raok tremen dre an Itali, Bro-C’hall ha neuze arruet e Breizh, e Montjermont, e-kichen Roazhon. E vro zo un diktaterezh « eus an tu-kleiz frankizour ha broadelour ». Ur strollad nemetañ a zo : an FPDJ (Talbenn ar Bobl evit an Demokratelezh hag ar Justis) hag a oa marksour-leninour gwechall. Evel just, ne’z ket mat gant an ekonomiezh peogwir e oa marksour ar strollad hag a-vras ez a kuit ar re yaouank eus ar vro. Dreist-holl peogwir e c’hellont bezañ galvet d’ober o c’hoñje a bado bloavezhioù. 6,5 bloaz normalamant met gallout a ra mont betek 25 bloaz ! Lod a zo enrollet da 16 vloaz ha dizenrollet da 40 vloaz !

War a seblant eo da Vro-C’hall da zegemer ar re a ne fell ket dezhe servij da sklaved e-pad 25 bloaz. Ha padal n’eo ket bet trevadennet an Eritre gant Bro-C’hall. Ne vern. Ur « c’hastiz hollek » a rank kaout an holl vroioù eus Europa evit maread an trevadenniñ.

E Montjermont, e oa an Eritrean o chom e-barzh un oaled. Ur gevredigezh, « Aurore », a roe bod dezhañ kar ur « repuad » e oa. Ha « Bro ar gwirioù mab-den » eo Bro-C’hall memestra ! Hag emañ Daniel e « Bro ar Gwirioù Mab-den » abaoe 3 miz.

Ar pezh zo, arruet eo Daniel gant e gizioù dezhañ, e sevenadur, e zoare da vezañ ha n’eo ket tamm ebet gizioù Montgermont, ur gêr vourc’hiz ha trankil eus Bro Roazhon. War parkva ar rezidañs en deus klasket laou ouzh ur c’hamalad dezhañ. Eus petra oa kaoz ? Etre ket ha netra war a skriv Ouest-France.

Tapet en deus krog Daniel en e aotenn ha skeiñ ouzh e enebour, un Eritrean all. Mezv e oa ar paotr kontellet.

Hervez Ouest-France eo chomet  yen ar c’honteller. Tamm truez ebet gantañ. Hag eñ pront-tre. Hervez e vreutaer, « e-keñver ar pezh en deus bevet a-raok, n’haller ket barnañ anezhañ gant hor spered european. Disheñvel eo e zaore d’ober gant ar feulster ». E berr komzoù hag hervez an doare-lavar anavezet mat bremañ : « N’eus ket ar c’hodoù ».

Ha n’eo ket ar c’hodoù en deus bet Daniel Kasahun e lez-varn Roazhon met 24 mizvezh toull-bac’h mui pemp bloavezh ma n’en do ket droad bezañ e Bro-C’hall.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Economie, Immigration, Immobilier, Local, RENNES

Setu loc’het « redadeg al lojamant » evit ar studierien (memes ar re eus an tu-kleiz) !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration

Utopia 56, sindikad ar vreutaerion eus Bro-C’hall ha sindikad ar varnouriezh skoazh-ouzh-skoazh evit ar… repuidi !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Insolite, Local, RENNES, ST-MALO

Roazhon : M’Bemba Guirassy ar marabout en deus tec’het kuit a-raok bezañ kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES, Sociétal, Société

Le Rheu (35) : an ti-kêr a adliv ar gumun gant ar livioù LGBT

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES, Sociétal, Société

Pa vo berzet ar festoù-noz hag ar c’hrampouezh-silzig…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Laillé (35) : 11 repuad ouzhpenn er gumun !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Politique, RENNES

Roazhon : ur dibenn-sizhun wok ha nec’hus

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local, Politique, RENNES

RN : poent eo gwareziñ ar emsaverien evit gwir !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, International

Tri Breizhad war vourzh ur vag eus SOS Méditerranée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Roazhon : skarzhet eo bet ar repuidi eus Carrefour 18

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.