Bro-gKatalonia : 258 kuzul-kêr evit ar c’hatalaneg ofisiel en Europa hag ur vro adunvanet

Publicité

Ur c’hant bennak a zilennidi eus Katalonia, norzh ha su, o deus en em gavet e Parlamant Barcelona d’ar gwener 30 a viz genver evit prezantiñ ur mennad sinet gant 258 kuzul-kêr hag a c’houlenn e vefe anavezet ar c’hatalaneg evel yezh ofisiel en Europa hag adunvanet Bro-gKatalonia. En em dolpet o deus tout an dilennidi-se e-barzh stern ar c’houlzad Una Llenga sense fronteres (« Ur yezh diharz ») kaset da benn gant ensavadurioù ha kevredigezhioù dizalc’hour, dreist-holl unan eus an Norzh : Les Angelets de la Terra.

En norzh eo bet sinet ar mennad gant 108 kuzul-kêr eus Katalonia-Norzh diwar ar 198 a zo e departamant Pireneoù ar Reter (ar 28 all a zo okitan) memestra. Ar pezh n’eo ket netra !

En nevez-amzer 2026 en em gavout a raio an dilennidi en-dro, e kambr koñvers ha greanterezh eus Perpinya ar wech-mañ, evit ar 7vet « Trobada sense Fronteres de municipis catalans ». An deiz-se e vo kaset war-raok an darempredoù ekonomikel ha politikel etre an daou du eus ar vevenn. Ha tout-se a vo dalc’het e katalaneg evel just ha n’eo ket e galleg pe spagnoleg.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Bro-gKatalonia : 258 kuzul-kêr evit ar c’hatalaneg ofisiel en Europa hag ur vro adunvanet”

  1. Lukaz dit :

    Gourc’hemennoù d’ar Gatalaned, kalonek int. Tud kar-o-bro ! En em garout a reont o-unan, ar pezh ne seblant ket anat e-touez an holl bobloù.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, International, Religion, Société

Ur pap ha ne fell(e) ket dezhañ komz katalaneg er Sagrada Familia

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, International

« Speak Catalan » : ur gevredigezh hag a vod katalanegerien ha nann-katalanegerien evit deskiñ ar yezh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, International, Technologies

Xiuxiuejar, ar rouedad sokial e katalaneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Société

Emsaverien ar c’hatalaneg a c’houlenn un aotregezh kelenner ar skolioù divyezhek

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Katalonia : un « Diada » bihan he c’halon

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

La Bressola (skolioù e katalaneg dre soubidigezh) savetaet gant ar Su

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Bro-Spagn : reuz diwar-benn ar yezhoù a vo komzet da « Guzuliadeg ar Brezidanted »

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Katalonia : an « Emglev broadel evit ar yezh » sinet d’an 13 a viz mae met…

Découvrir l'article

Immigration, International

Katalonia : ur skwat « arestet en glas » e Ripoll

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, International

Katalonia : implij ar c’hatalaneg war zigresk met… hini ar spagnoleg ivez !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.